Mont d’an endalc’had

Popocatépetl

Eus Wikipedia

Menez-tan Popocatépetl (e nahouatleg, popoca, « divogediñ » ; tepetl, « menez» ; ar menez a zivoged) a zo ur Menez-tan oberiant lec'hiet e Mec'hiko e Stad Puebla. An eil menez uhelañ e Mec'hiko eo war-lerc'h ar pikern Orizaba. Er park broadel Iztaccíhuatl-Popocatépetl emañ. Un dislonkadenn bouezus a oa bet e 1947: d'an 21 a viz Kerzu e 1994 e skarzhas ar menez-tan ludu hag aezhennoù hag a voe kaset 25 km ac'hann gant an avel. Lakaet e voe an dud da guitaat ar c'hêrioù tostañ.

E miz Kerzu 2000, dekmiliadoù a dud a zo bet lakaet da dec'hout pa ez eo bet brallet ar c'heleier gant ar skiantourien. Ar menez-tan en doa difretet un tammig met n'eo nemet d'ar 1 a viz Kerzu en doa skarzhet ur golonenn a ludu uheloc'h eget 2 km[1].


Mojenn Popocatépetl hag Ixtaccíhuatl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er relijion aztek e oa Popocatépetl ur brezeler e karantez gant ur briñsez anvet Ixtaccíhuatl.

Tad Ixtaccíhuatl a gasas Popocatépetl da lazhañ un enebour eus o meuriad ha prometiñ a reas dezhañ e verc'h da zimeziñ ma teuje bev en-dro. Marvet e oa Ixtaccíhuatl gant ar glac'har pa oa bet kemennet dezhi oa bet lazhet Popocatépetl. Pa oa distroet en-dro e varvas gant glac'har ivez pa ouias e oa marv e zousig. An doueed a lakaas erc'h war o c'horfoù hag a droas anezho e menezioù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Popocatépetl en éruption xinhuanet.com 2007