Mont d’an endalc’had

Pool Malebo

Eus Wikipedia
Pool Malebo
Ar Pool Malebo gant enez Bamou e kreiz ha Kinshasa ha Brazzaville a-gleiz, skeudenn tapet gant an NASA.
Broioù : Kongo (RD)
Republik Kongo
Rannvroioù :
Gorread : 500 km²
Donder brasañ : 3 da 16 metr
Hed ar ribloù :
Adstêr(ioù):
Diazad doureier :
Kêrioù pennañ
war ribl al lenn :

Ar Pool Malebo (anvioù kozh : Stanley Pool, a-wechoù Malebo Pool, lenn Ngobila, Mpumbu, lenn Nkuna pe lenn Nkunda) zo ul lenn war red izel ar stêr Kongo.

35 km hed ha 23 c'hm led eo ar Pool Malebo. Tro-dro 500 km² eo he gorread. 272 metr eo he uhelder keitat. Bas eo : etre tri ha c'hwezek metr donder. Emañ enez Bamou en he c'hreiz, 180 m² dindani[1].

« Nkuna » a veze graet eus al lenn gant an henvroidi a-raok mare an trevadennoù hervez Léon Guiral e 1882. N'eus ket eus ar ger « nkuna » er yezh téké evel ma lavar A. Le Gallois e 1912 e Contribution à la cartographie du Congo Français. Padal ez eus deusoutañ e kongoeg, ha talvezout a ra kement ha « had ».

E-pad ar prantad trevadennel, etre 1885 ha 1960, eo anavezet ar Pool dindan an anv « Stanley Pool » en enor d'an ergerzher Henry Morton Stanley hag a gartennas ha labouras er vro ul lodenn vras eus e vuhez. Adalek ar bloavezhioù 1970, diwar atiz Mobutu, e voe anvet « Pool Malebo ».

Lister lilebo eo an anv Malebo, ober a ra dave d'ar borassus e lingalaeg, gwez-palm bras hag a veze kavet stank war ribloù hag inizi ar pool[2]. « Pool » zo ur ger saoznek hag a zo par da boull, lenn e brezhoneg[3].

Mpumbu a vez graet eus ar Pool Malebo gant ar Gongoed[4].

Luc'hskeudenn dre nij Pool Malebo a-us da Ginshasa.

Emañ kêrioù-penn an div Gongo, Kinshasa (Republik Demokratel Kongo) ha Brazzaville (Republik Kongo), a bep tu d'ar stêr, en traoñ d'ar Pool. En argrec'h d'al lenn emañ Maluku. War-zu an argrec'h emañ al lodenn vageadus eus ar stêr Kongo, betek Kisangani, dre Mbandaka ha Makanza. War-zu an ardraoñ, dreist da vae Ngaliema, ez eus un toullad taranoù (anvet Lammoù-dour Livingstone) war un dilive tro-dro 300 metr betek porzh Matadi.

E kreiz al lenn emañ enez Bamou (skrivet a-wechoù M'Bamou, Bamu, Mbamu, zoken Mbamou), un tiriad eus Republik Kongo, war-dro mil den o chom enni, pesketaerien anezho dreist-holl[5].

Ouzhpenn 200 spesad pesked zo bet renablet el lenn Malebo. Ar re a gaver ar muiañ eo ar pesked-kizhier ha pesked eus familh ar mormiridae.

Gwez-palm ha papiruz a zo war glannoù ar Pool. Drivañ a ra goustad war an dour tapisoù hiasintez-dour.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Malebo Pool, Encyclopædia Britannica enlinenn.
  2. lilebo.
  3. pool.
  4. William Graham Lister Randles, L’ancien royaume du Congo des origines à la fin du XIXe siècle, Embannadurioù Skol ar studioù uhel er skiantoù sokial, 2013, p. 44
  5. Découverte de l'île MBamou.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]