Mont d’an endalc’had

Poltred prizoniadezed Hehalutz

Eus Wikipedia
Emsavadeg Ghetto Warszawa

Mit Waffen gefangene Weiber der Haluzzenbewegung ("Maouezed Hehalutz paket gant armoù") zo ur poltred brudet ma weler teir maouez yuzev o devoa stourmet e-pad Emsavadeg Ghetto Warszawa.
Ar re-se a oa bet o kuzhat en ur bunker e-lec'h ma oa oa bet skoachet armoù. Stourmet o devoa betek bezañ paket gant soudarded an SS. Unan eus ar maouezed, Bluma Wyszogrodzka (e-kreiz ar poltred), a voe fuzuilhet. An div all, Rachela Wyszogrodzka (a-gleiz) ha Małka Zdrojewicz (a-zehoù) a voe kaset d'an Umschlagplatz ha deportet da gamp-bac'h Majdanek. Eno e voe muntret Wyszogrodzka.
Jürgen Stroop, ar pennofiser SS karget da flastrañ an emsavadeg, a oa bet bamet gant kalon ar stourmerezed. Eñ eo en devoa lakaet ar poltred en unan eus dezrevelloù ofisiel an emgann. Ar poltred a zo deuet da vezañ un arouez eus ar rezistañs yuzev a-enep an Holokost.

E-pad an hañv 1942, darn eus yuzevien Gehtto Warszawa a voe deportet da gamp lazhañ Treblinka. E miz Genver 1943, pa voe adkroget an deportadurioù gant an Alamanted, aozadurioù stourm ar yuzevien o devoa kroget ur stourm armet. Savet e oa bet bunkerioù ha kuzhet armoù er ghetto. D'an 19 a viz Ebrel 1943, e-tro 2000 sooudard renet gant ar penn ofiser SS ha polis Jürgen Stroop a oa deuet tre er ghetto gant tankoù evit flastrañ ar stourmerien. Soñjet o doa e vije ur stourm prim dre ma oa armet fall ar yuzevien emsavet. En gwirionez Emsavadeg Ghetto Warszawa, an enebadur pouezusañ eus ar rezistañs yuzev a-enep an holokost, a oa padet peder sizhun. An Alamanted a voe rediet da blantañ tan er ghetto, da implij pompennoù gaz kontamus a-enep ar bunkerioù, da implij danvez-tarzh a-enep difennerezhioù ar yuzevien. A-benn ar fin e voe tizhet pal an nazied, lakaat anezho da vont etrezek an Umschlagplatz ha deportañ anezho war-zu Majdanek ha Treblinka. An enebadur armet a oa unan dispi met chomet eo evel "unan eus an darvoudoù brudetañ en istor ar yuzevien", hervez an United States Holocaust Memorial Museum[1].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Freilich, Miri; Dean, Martin (2012). "Warsaw". In Geoffrey P., Megargee; Dean, Martin; Hecker, Mel. Ghettos in German-Occupied Eastern Europe. Encyclopedia of Camps and Ghettos, 1933–1945. 2. Translated by Fishman, Samuel. Bloomington: United States Holocaust Memorial Museum. p. 459. ISBN 978-0-253-00202-0