Pol kêrel
Neuz
Ar poloù kêrel pe poloù bras e Frañs zo hervez an termenadur roet gant an INSEE[1] unvezioù kêrel a zo ouzhpenn 10 000 post-labour enno, ha n'emaint ket e kurunenn ur pol kêrel all.
E 1999, e pennvro Frañs, e oa 354 fol kêrel a yae 3 100 kumun d'ober anezho (8 % eus an niver hollek a gumunioù) gant 35 708 162 annezad (61 % eus poblañs Frañs) war 44 030 km² (8 % eus ar gorread)[2].
Diseurt-kenañ eo ar poloù kêrel : lod a zo meur a zek kumun enno gant meur a gant mil annezad, hag ar re vihanañ a zo ur gumun hepken enno gant nebeutoc'h eget 20 000 annezad.
Komzet e vez ivez eus poloù krenn pa vez etre 5 000 ha 10 000 post-labour enno, ha poloù bihan pa vez etre 1 500 ha 5 000 post-labour enno.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Termenadur ar poloù kêrel gant an INSEE
- ↑ (fr) Vincent Vallès, « Organisation territoriale de l'emploi et des services », Insee Première niv. 870, Du 2002