Pennahel ar Su
Pennahel ar Su, pe Penn-ahel ar Su, pe Pol Su, eo poent suañ an Douar, en Antarktika. Poent-kej ahel an Douar gant e c'horre eo.
Izili un ergerzhadenn norvegat kaset gant Roald Amundsen a voe an dud kentañ a dizhas pennahel ar Su. D'ar 14 a viz Kerzu 1911 e oa. War o lerc'h e voe un ergerzhadenn saoz kaset gant Robert Falcon Scott hag a dizhas ar pol Su d'an 12 a viz Genver 1912, a-raok mervel holl gant an naon hag ar yenijenn war hent an distro.
D'an 29 a viz Du 1929 e tremenas ur c'harr-nij a-us Pennahel ar Su evit ar wech kentañ. Bleinet e oa gant Bernt Balchen, asambles gant Richard Byrd, Harold June hag Ashley McKinley.
Savlec'h Amundsen-Scott a voe savet etre 1956 ha 1957. Annezet diehan eo bet diwar neuze.
D'an 30 a viz Kerzu 1989 e teuas a-benn Arved Fuchs ha Reinhold Messner da dizhout ar pol Su hep loen na karbed dre geflusker ebet. Gant skioù ha skoazell an avel e rejont an taol-kaer-se.