Pocahontas

Eus Wikipedia
Pocahontas skeudennet gant Simon van de Passe e 1616.

Pocahontas, ganet Matoaka, ha lesanvet Amonute, e-tro 1596 hag aet da Anaon e miz Meurzh 1617 a oa un amerindianez. Brudet e voe dre vezañ tost da drevadennerien Jamestown, e Virginia.

Merc'h e oa da Bowhatan, ur penn meuriad eus ur rouedad meuriadoù Indianed e rannvro Tsenacommacah, war aod Virginia. Saveteet he devoa buhez an trevadenner saoz John Smith e 1607, pa oa bet prizoniet gant he meuriad. Lakaet he devoa he fenn a-us hini Smith pa oa he zad o vont d'e lazhañ.