Pobol y Cwm
| N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius. Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket. |

Pobol y Cwm (Tud an draoñienn) zo un abadenn skinwel soap opera kembraek. Kroget e oad d'he skignañ e 1974, war BBC Wales, hag abaoe miz Du 1982 emañ war ar chadenn gembreat S4C, bemnoz da 8 eur. Istitlou saoznek a c'heller kaout evit an arsellerien digembraek. Unan deus ar soap-opera koshañ produet gant ar BBC eo, ha dalc'hmat e vez an abadenn a ra ar muiañ a verzh war ar chadenn S4C, estreget ar c'hrogadoù rugbi.
An istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pobol y Cwm a gont buhez pemdez annezidi ur barrouz faltaziet e Cwmderi, en ul lec'h bennak e mervent ar vro, e traoñienn Gwendraeth. N'eo ket pal ar stirad reiñ ur skeudenn hendraour deus an identelezh lec'hel rik e-giz ma oa penn-da-benn, pe ma rankfe bezañ. N'eus nemet un nebeudig a c'hoarierien a gaoz gant pouez-mouezh Sir Gaerfyrddin. Pa gave bod an istoriou kentañ en un ospital, kentoc'h, e c'hoarveze goude an darn vrasañ eus emdroadur an istor e tavarn bennañ ar barrouz, Y Deri. Ouzhpenn ez eus stalioù tro-dro, ha tiegezhioù. A-wechoù, evit degouezhioù 'zo, e c'hoarvez an traoù er skolaj, Ysgol y Mynach, hag en tiegezh lec'hel, Penrhewl. Div barrouz empennet a gaver nes da Cwmderi, anvet Llanarthur ha Cwrt Mynach. Abaoe 2012 e vez filmet ar program e Roath Lock e-tal pleg-mor Kerdiz. Lies tennoù filmet a vez graet e diabarzh studioioù Roath Lock. Ar skeudennoù filmet en diavaez zo troet e Llanbedr-y-fro.
Aktourien vrudetañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dianavezet eo an darn vrasañ eus an aktourien e-maez bro Gembre, nemet Ioan Gruffudd en doa c'hoariet er stirad deus 1987 betek 1994 a-raok dezañ dont da vezañ brudet en estrenvro gant produerezhioù stadunanat. Iwan Rheon ivez zo bet diskuliet d'an arvesterien en ur c'hoari perzh Simon Bellamy er stirad Misfits (bet istitlet e brezhoneg). Iwan en deus c'hoariet perzh Ramsay Snow e Game of Thrones da c'houde, ha sevenet ez eus bet kanaouenou gantañ, en ur strollad sonerezh rock.