Pobloù Chile

Eus Wikipedia
Kasik , 1890

Pobloù Chile eo ar pobloù amerindian, hag an hini polinezian, a zo o chom, pe a zo bet o chom, en douaroù a zo bremañ e stad Chile abaoe a-raok donedigezh an alouberien spagnol er XVIvet kantved. Darn eus ar pobloù-se zo anezho c'hoazh, er XXI kantved, re all zo aet da get peogwir e voe dilezet o sevenadur hag o yezh ganto hag e plegjont da sevenadur an alouber.

Pobloù rakspagnol Chile.

Pobloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bobl niverusañ eo an hini mapuche, hag ar re all eo ar pobloù aymara, diaguita, atacameño, quechua, kolla, kawésqar, chango, yagán ha rapanui ({{Enez Pask]]).

Hiriv ez eus anavezet 10 pobl gant ar stad ; e niveradeg 2017 en em zisklêrias 2 185 792 a dud evel henvroiz, da lavarout eo 12,8 % eus poblañs ar vro.