Plzeň
Neuz
Plzeň | |
---|---|
Banniel Plzeň |
Ardamezioù Plzeň |
Bro | Republik Tchek |
Rannvro (kraj) | Rannvro Plzeň (Plzeňský kraj) |
Kod post | 301 00 - 326 00 |
Kod pellgomz | |
Gorread | 137,65 km² |
Hed | 13° 28' 59" R |
Led | 49° 34' 54" N |
Uhelder | bihanañ: 293 m brasañ: 452 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 173 876 (2009) |
Stankter | 1 182/km² |
Plzeň (Pilsen en alamaneg) eo kêr-benn Rannvro Plzeň er Republik Tchek. Emañ e kornôg Bohemia, e kember ar sterioù Mže, Radbuza, Úhlava hag Úslava. War-dro 170 000 a annezidi zo e Plzeň. Brudet eo kêr abalamour d'he breserezh bier, Plzeňský Prazdroj e tchekeg, Pilsner Urquell en alamaneg, an hini anavezetañ eus merkoù bier ar vro, ha da veur a hini all heñvel lesanvet "Pils" ivez, ha d'al labouradeg kirri-tan Škoda.