Piratini (kêr)
Piratini zo ur gumun hag ur gêr e Rio Grande do Sul e Brazil. War-dro 20,000 a dud a oa enni e 2004[1] pa'z eus 3.562,5 km² dezhi. Sed a ra 5,8 annezad/km²
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Piratini pe "Piratinin" , hervez ar stumm koshañ anavezet, zo un anv Tupi-Guarani a dalv kement ha "pesk trouzus".
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus an Asorez e teuas an annezidi kentañ e 1789, 48 koublad anezho. En em ziazezañ a rejont en ul lec'h anvet "Capão Grande do Piratini" ma savjont ur chapel en enor da Nossa Senhora da Conceição, diwallerez ar gumun.
José de Mattos de Guimarães, portugalad ganet e Guimarães, an hini a savas ar c'hentañ moinho e Piratini hag an iliz kentañ e 1812 Krouet e voe ar gumun e 1830[2] gant un dekred impalaerel eus ar 15 a viz Kerzu, hag ennañ e voe ebarzhet distrigoù Canguçu, Cerrito ha Bagé betek ar Pirai. Kêr-benn ur stad dizalc'h eo bet ur pennadig, hini ar Republik Riograndense embannet d'an 11 a viz Gwengolo 1836.
E 1846 e voe distaget Bagé, lakaet da gumun. E 1857 e voe lakaet Canguçu da gumun, hag ebarzhet Cerrito enni. Kollet ivez distrig Cacimbinhas gant Piratini e 1878: hiziv eo ur gumun anvet Pinheiro Machado.