Pihem
Neuz
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Anv | Pihem |
Skoed | |
Riez | Frañs |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Pas-de-Calais |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Saint-Omer |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du Pays de Lumbres |
Kanton | Lumbres |
Kod INSEE | 62656 |
Kod post | 62570 |
Maer | Jean-Claude Coyot |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 7,13 km² |
Led | 50° 41' 02" Norzh |
Hed | 02° 12' 50" Reter |
Uhelder kreiz | 70 m |
Uhelder bihanañ | 51 m |
Uhelder brasañ | 134 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 948 (2007) |
Stankter | 132 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | Pihem |
Pihem a zo ur gumun eus departamant ar Pas-de-Calais (Bro-C'hall). Pihem a dalv ti ar puñs, diwar ar gêr galianek Pit/Put/Putja, puñs, hag ar gêr germanek Hem/Heim/Haim, ti. Div gêriadenn a zo er gumun: Bientques ha Petit Bois (Koadig).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eil Brezel-Bed: bombezet e voe ar gumun gant an USAAF (Aerlu SUA) d'ar 20 a viz Genver 1944 (dre fazi, n'oa ket bet kroget sevel an diazlec'h fuc'helloù V1 c'hoazh, diazlec'h Esquerdes a oa o fal) , d'an 19 a viz Even) 1944 (kroget oa bet sevel an diazlec'h fuc'helloù V1 d'an Alamaned, pevar den nann-soudard a voe lazhet) , d'an 23 a viz Even 1944 tro 6 eur noz (distrujet eo ar vannerez, met n'eo ket merzet gant ar Re Gevredet) hag en noz etre an 23 1944 hag ar 24 a viz Even 1944; ar wezh-mañ, ur soudard alaman ha pevar den nann-soudard a voe lazhet hag 20 savadur diwar 72 a zo peurzistrujet, 30 all a zo gwallaozet er gêriadenn[1],[2].
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iliz katolik Sant Pêr, XVIvet kantved.
- Dismantroù ur c'hastell.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kouerion a c'hounez ed, petarabez-sukr, maiz hag avaloù-douar. Savet e vez deñved, houidi, moc'h ha saout
[3].
Emdroadur ar boblañs 1793-2007
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Jack McKillop, "Combat Chronology of the USAAF"
- ↑ Pihem sous occupation
- ↑ Activité économique
- ↑ Cassini, EBSSA ha fr:Pihem