Mont d’an endalc’had

Pierre Weill (gounezoniour)

Eus Wikipedia

Pierre Weill zo ur gounezoniour breizhat ganet d'an 31 a viz Genver 1954 e Bron e Rhône e Bro-C'hall. Tremenet en deus e vugaleaj hag e grennoad e Mülhausen (e Roen-Uhel) hag emañ o chom e Breizh abaoe ouzhpenn 30 vloaz.

Graet en deus studioù ijinour gounezoniour e Nancy. Klasker ha penn embregerezh eo[1], skrivet en deus levrioù[2] diwar-benn ar boued hag a-enep an deuc'hegezh. Krouet en deus ar gevredigezh Bleu, Blanc, Cœur. Staliet en deus Valorex e Komorzhel[3], e bro-Felger, un embregerezh arbennikaet e boued al loened. Adkemeret en deus Kreizenn a vremañ ar c'heginerezh e Roazhon, ul lec'h ma kaver ur skol keginañ, ul lec'h evit ar bodadoù stummañ hag ur preti.

Gant Ensavadur Broadel ar C'hlaskerezh Agronomek (EBKA) hag Aozadur Europa evit an Enklask Nukleel (AEEN) en deus kemeret perzh e studiadennoù klinikel diwar-benn efedoù ar boued war yec'hed an dud. Kensinet en deus pennadoù-skrid e-barzh meur a gelaouenn skiantel a-gevret gant enklaskerien an EBKA, an AEEN hag ar c'hKBIS[4].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]