Pierre Étaix
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Pierre Étaix, ganet d'an 23 a viz Du 1928 e Roanne (Loire) hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Here 2016 e Pariz, a oa ur filmaozour, aktour, furlukin, treser, saver skritelloù hag un dramaour gall.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmaozour, saver senario, furlukin, tresour, skritellour, strobineller, filmour, soner, fentigellour, Pierre Étaix a oa un aozour gant donezonoù war veur a dachenn ha savet en devoa e hent micherel tro-dro d'ar fent hag arzoù ar sirk. Graet e vez anezhañ ar mestr war ar slapstick er Frañs, evel Jerry Lewis er Stadoù-Unanet dre e vestroni war ar son hag ar fent en e filmoù.
Aet eo da Anaon d'an oad a seizh vloaz ha pevar-ugent, hag eñ diskaret gant ur poread perverzel.