Mont d’an endalc’had

Laou-pafalek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Phtirus pubis)
Ul laouenn bafalek
Laou-pafalek er c'haol
Laou-pafalek er malgudennoù

Al laou-pafalek, pe laou-faraon (Phtirus pubis), zo laou a gemer o aez e blev-gaol an dud, pe etre o divfeskenn, hag a sun o gwad. En isurzhiad an anoplura emaint, ha kiriek int d'ar ftiriaz.

Disheñvel eo o neuz, evel o annez, diouzh re al laou all, laou-penn pe laou-korf. Bihanik int, dezho 2 pe 3 mm hed, ha heñvel int ouzh kranked. Kreñvoc'h eo o meudoù eget re al laou-penn.

Tapet e vezont gant an dud e-kerzh oberoù an embarañ. Gallout a reont kavout bod e blev an divhar pe an divvrec'h, hag en ambrantoù ha blev ar penn zoken.


Gant al laou-faraon e teu glas ar c'hroc'hen. Kaoz zo bet e c'hallfe ar viruz VIH dont gante met n'eo ket bet prouet.


Er sevenadur gallek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur marvnad d'al laou-pafalek zo er ganaouenn c'hallek De profundis morpionibus, kanet gwechall gant ar studierien medisinerezh dreist-holl.

Abalamour d'an touzañ gaol ez afe ar ouenn da get: [1] [2]

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. http://sante.journaldesfemmes.com/genital-urinaire/morpions-disparition-etude-0113.shtml
  2. http://www.ladepeche.fr/article/2013/01/29/1547714-les-morpions-une-espece-en-voie-de-disparition.html