Peter Fonda

Eus Wikipedia
Peter Fonda e 2009

Peter Henry Fonda, ganet d'an 23 a viz C'hwevrer 1940 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Eost 2019 diwar krign-bev ar skevent, a oa un aktour, sevener filmoù ha skrivagner senario stadunanat. Mab Henry Fonda, breur yaouank Jane Fonda ha tad Bridget Fonda e oa. Ezel e oa eus an enep-sevenadur er bloavezhioù 1960.

Fonda a oa bet lakaet e anv evit un Academy Award for Best Original Screenplay evit ar film Easy Rider (1969), hag evit un Academy Award for Best Actor evit Ulee's Gold (1997). Enoret e oa bet gant ur Golden Globe Award for Best Actor – Motion Picture Drama. Fonda a oa bet enoret ivez gant ur Golden Globe Award for Best Supporting Actor – Series, Miniseries or Television Film evit The Passion of Ayn Rand (1999).