Peter Bichsel

Eus Wikipedia
Peter Bichsel
Peter Bichsel e 2012

Ganedigezh 24 a viz Meurzh 1935
Luzern, Suis Suis
Broadelezh Suis Suis

Micher Skrivagner
Kazetenner
Resped Abaoe 1960
Stil Danevelloù berr
Yezh Alamaneg
Oberennoù pennañ
San Salvador (1963)
Eigentlich möchte Frau Blum
den Milchmann kennenlernen
(1964)
Ein Tisch ist ein Tisch (1995)

Sinadur Peter Bichsel

Peter Bichsel (ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1935) zo ur skrivagner alamanek eus Suis.

Genidik eo Peter Bichsel eus Luzern, e-kreiz Suis. Tremenet en deus e yaouankiz e Olten, e Kanton Solothurn. Mestr-skol e voe, betek 1968. Goude se e voe kuzulier Willy Ritschard, kannad e Kuzul Kevreadel Suis. Ha dont a reas da vezañ skrivagner leun-amzer goude 1972. Kelennet en deus un tamm ivez e skolioù-meur ar Stadoù Unanet. Met e-kichen Solothurn eo bet o chom bepred.

E skridoù kentañ a voe embannet gantañ e kazetennoù. Dont a reas da vezañ anavezet da vat gant Eigentlich möchte Frau Blum den Milchmann kennenlernen ("E gwirionez e plijfe d'an Itron Blum ober anaoudegezh gant paotr-al-laezh", 1964) ha gant Kindergeschichten ("Istorioù bugale", 1969). Troet eo bet e levrioù e meur a yezh.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]