Pete Rodríguez (El Conde)
Neuz
Pete Rodríguez
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv-bihan | Pete |
| Anv-familh | Rodríguez |
| Deiziad ganedigezh | 31 Gen 1932 |
| Lec'h ganedigezh | Ponce |
| Deiziad ar marv | 2 Kzu 2000 |
| Lec'h ar marv | New York |
| Micher | muziker |
| Deroù ar prantad labour | 1963 |
| Tachenn | salsa |
| Label sonerezh | Fania Records |
Pedro Juan Rodríguez Ferrer (1933–2000), anavezetoc'h evel Pete "El Conde" Rodríguez, a oa soner ha kaner salsa ganet en Ponce, e Puerto Rico. E vab anvet eveltañ, Pete Rodriguez, zo ivez soner salsa ha jazz. Mab e oa da Emiliano Rodríguez hag Anatilde Ferrer Colón. Kregiñ a reas Pete "El Conde" Rodríguez da seniñ bongos d'an oad a 5 bloaz. Da 10 vloaz e sone e laz e dad, anvet El Gondolero.
Goude seniñ e meur a laz en e vro c'henidik ez eas, da 13 vloaz, da chom d'ar Bronx (e kêr New York) er bloavezhioù 1950. Da 17 e laboure e ti ur mouler. Mont a reas d'an arme e-pad brezel Korea.
P'edo o seniñ congas en un ostaleri er Bronx e sachas evezh Johnny Pacheco. E bladenn gentañ, Suavito, a voe embannet en 1963.