Mont d’an endalc’had

Pertinax

Eus Wikipedia
Pertinax
Pertinax

Publius Helvius Pertinax , ganet d'ar Iañ a viz Eost 126, en Alba Pompeia, e Piemonte, a voe Impalaer roman e-pad tostik da dri miz, etre miz Genver ha miz Meurzh 193, war-lerc'h Commodus, tre e deroù Bloavezh ar Pemp Impalaer. Brudet eo da vezañ bet harp d'ar Sened ha patrom ar vertuzioù roman kozh.

Ganet e oa Publius Helvius Pertinax en ur familh a renk izel. E dad a oa genidik eus Alba Pompeia, en Liguria, anezhañ ur sklav dieubet, kalvez pe kenwerzher e vicher.

Pertinax a voe kelenner war ar yezhadur da gentañ. Gwelloc'h e kavas mont d'an arme. Goude bezañ bet kantener e oa savet da brefed ur strollad da vare Antoninus, ha kaset da Syria ha da Vritannia. Goude se e oa e penn ur skouadron marc'hegiezh e bro Moesia; komandant morlu ar Roen; melestrour bro Dacia; senedour; komandant Legio I Adiutrix e Rhetia ha Norica; konsul (suffectus) war-dro 175; legad konsul Mezia, Dacia, Syria e 176; legad koñsul Britannia e 185; prokoñsul Afrika e 188; prefed Roma adalek 189; konsul boutin e 192 da heul Commodus.

Senedour e voe war un dro gant an istorour Cassius Dio .

Goude marv Commodus e voe kinniget gant Laetus, prefed ar pretordi, da vont da impalaer. Klask a reas degas gwellaennoù, met re verr e voe e ren. Unan eus e vennadoù e oa lakaat urzh e-touez ar bretorianed. Bec'h a savas ha drouklazhet e voe Pertinax gant ar bretorianed, kaset gant Laetus, d'an 28 a viz Meurzh 193. Troc'het e voe e benn outañ ha baleet dre kamp ar Bretorianed[1].

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e varv e voe gwerzhet an titl a impalaer gant ar bretorianed ha prenet e voe gant ar senedour pinvidik Didius Julianus, a renas neuze betek an 1 a viz Mezheven 193.

Septimius Severus, a renas war-lerc'h Didius Julianus, an hini a anvas Pertinax da zoue.

Skridoù ha komzoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dirak ar Sened ː "gwelloc'h eo din ren dre reizhded ur republik paour, eget kaout pinvidigezh dre doareoù gwaskereh ha dizoner"
  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994. p. 62-63