Periscope
Periscope | |
---|---|
![]() |
![]() |
Logo Periscope ha hini Twitter | |
Krouidigezh | 26 a viz Meurzh 2015 |
Padelezh | 2015 - Bremañ |
Sujidigezh | Bounty |
Doare | Meziant video end-eeun Rouedad sokial |
Bro | ![]() |
Lec'hienn internet | https://www.periscope.tv/ |
kemmañ ![]() |
Periscope zo ur meziant video da skignañ war-eeun savet gant Kayvon Beykpour ha Joe Bernstein hag a gaver war iOS pe Android. Adprenet e oa bet gant Twitter a-raok ma vefe roet lañs dezhañ er bloavezh 2015.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Beykpour ha Bernstein e teuas mennozh Periscope dezho pa oant o veajiñ en estrenvro e 2013. Beykpour a oa en Istanbul pa erruas manifesterien war al leurgêr Taksim. Gant ar c'hoant da c'houzout muioc'h e klaskas keleier war ar rouedad sokial Twitter. Dont a reas a-benn da gavout danvez keleier eno met mankout a rae dezhañ gwelet skeudennoù eus ar vanifestadeg.
Sevel a rejont an embregerezh e miz C'hwevrer 2014, dindan an anv Bounty. Gant ur savadenn arc'hant hollek dre al lec'hienn Founder Collective e rastelljont 1,5 milion a zollaroù e fin miz Ebrel 2014.
Periscope a voe prenet e miz Genver 2015 gant Twitter a-raok ma vije bet roet lañs d'ar meziant. Brasjedet e vez e oa priz an embregerezh dreist US$ 50 milion. Evit lod arbennigourien e bed ar stlenneg e vefe kentoc'h etre $75 ha $100 milion.
D'an 12 a viz Eost 2015, Periscope a gemmennas e oa bet tizhet 10 milion a gontoù krouet, pevar miz nemetken goude e lañs war ar rouedad.
Danvez ar filmoùigoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Danvezioù lies a vez filmet ha skignet gant an dud :
- Farsadennoù pe danvez fentus
- Danvez relijiel (oferennoù, komzadennoù a-zivout ar relijionoù)
- Danvez politikel gant prezegennoù, studiadennoù, manifestadegoù
- Bruderezh evit embregerezhioù, aozadurioù digorvo pe gevredigezhioù
- Eskemmoù sokial, tud o filmañ gant ar pal eskemm gant ar brasañ niver
- Krogadoù c'hoari video, pe sport
- Filmoù pe stiradoù skinwel
Kudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar meziant zo anavezet dreist-holl evit ar c'hudennoù a zo savet gant lod implijerien.
Emlazh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude merenn d'an 10 a viz Mae 2015, e Bro-C'hall, ur vaouez yaouank 19 vloaz dezhi en em lazhas en ur filmañ dre Beriscope. Lammet e oa dindan un tren war al linenn RER C e porzh-houarn Égly en Essonne. A-raok en em lazhañ e tisplegas gant sikour ar meziant ar perag eus an emlazh o tont dirak 1000 a dud o sellet. Lavarout a reas dezho e oa un dra bennak o vont da c'hoarvezout, hep disklêriañ anat petra.
Gwirioù war an oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alies e kaver tud oc'h en em filmañ o sellet filmoù pe abadennoù skinwel, o reiñ da selaou sonerezh. Ar gudenn a sav eo hini ar gwirioù perc'hennañ dre ma vez ur rann digoust eus oberennoù difennet dre ar Gwir.
Gwirioù an dud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tu a vez o filmañ e ti tud all pe e straedoù, e pretioù... Ar gudenn a sav a denn d'ar gwir da embann skeudennoù kemeret e lec'hioù foran pe brevez.
Feulster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dre m'eo Periscope ur meziant hag a ro an tu da skignañ filmoùigoù war-eeun, gant an tu da ouzhpennañ frazennoù gant an dud, ez eus ur gudenn a feulster hag a sav gant lod implijerien. Tagadennoù tud a vez filmet, skignet ez eus bet ivez filmoùigoù e-kerzh manifestadegoù pe war tachennoù brezel gant skeudennoù feuls. Kudennoù Harellerezh skol a sav ivez.