Panjab
Neuz
(Adkaset eus Penjab)
Panjab (ar stummoù Punjab ha Penjab a gaver ivez) zo ur vro istorel eus kreiz Azia, rannet bremañ etre meur a stad : stadoù Panjab ha Haryana en India ha proviñs Panjab e Pakistan. Panjabi eo ar yezh a gomzer enni.
Dont a ra an anv "Panjab" eus ar gerioù iranek پنج (panj: "pemp") hag اب (āb: "dour"), ha talvezout a ra "bro ar pemp stêr". Mont a ra ar pemp stêr-se d’ober ar stêr Panjnad, zo un adstêr d’an Indus, ha redek a reont e Pakistan hag en India.
Panjab eo kreñvlec’h ar Siked : en Panjab India emañ Amritsar, o c’hêr sakr. Muzulmiz hag Hindoued zo ivez o vevañ e Panjab.