Pelayo (merzher)
Neuz
Pelayo, anavezet evel Sant Pelayo, pe Pelagio, pe Paion, pe Pelagius (911-925), a oa ur merzher kristen spagnol, bugel a 13 vloaz, hag a voe merzheriet e Córdoba, en Andalouzia en Xvet kantved. Troc'het e vije bet e izili, a-raok bezañ dibennet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir danevell istorel zo diwar-benn Pelagius, hervez e anv latin. Da gentañ Merzherinti Sant Pelagius, savet gant ur beleg eus Córdoba anvet Raguel. Da eil un danevell e gwerzennoù gant Hrotsvitha, eus Gandersheim; ha da drede ur skrid eus 967, pa voe kavet e gorf ha kaset da gêr Toledo, ha kaset diwezhatoc'h da iliz-veur Oviedo.