Pedro Álvares Cabral
Pedro Álvares Cabral (Belmonte, 1467 pe 1468 – Santarém, 1520) a oa un ergerzher hag ur moraer portugalat. Gant Manuel Iañ, roue Portugal, e voe anvet da g-Capitão-mor, e penn al listri karget da vont war-zu Indez. Sellet a reer outañ, peurvuiañ, evel an Europad kentañ o’n em gavout e Brazil, ma erruas d’an 22 a viz Ebrel 1500.
Ne ouzer ket kalz tra diwar-benn yaouankiz Cabral. Ganet e voe en ur familh tud a noblañs izel, e 1467 pe 1468 e Belmonte, nepell diouzh Covilhã, e Portugal. Mont a reas da voraer ha barregezh a oa ennañ moarvat, rak fiziet e voe ennañ gant ar roue Manuel Iañ (Dom Manuel) ar garg da genderc’hel al labour boulc’het gant Vasco da Gama, da glask hent ar spisoù, war vor.
Erruout e Brazil
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Loc’hañ a reas Cabral eus Lisbon d’an 9 a viz Meurzh 1500, e penn 13 lestr ha 1500 den. Dindanañ e oa meur a gabiten arroutet, evel Bartolomeu Dias, Diogo Dias ha Nicolau Coelho. Goude ur pennad amzer war vor, o vont war-zu ar su, da c’hoari an dro da Afrika evit mont betek Indez a oa bet tizhet gant Vasco da Gama e 1498, ha goude aet hebiou da inizi Kanariez ha da inizi ar C'hab Glas, en em gavas listri Cabral dirak un douar nevez hag a oa aod reter Suamerika, d’an 22 a viz Ebrel 1500. Dilestrañ a reas unan eus kabitened Cabral, Nicolau Coelho, hag eskemm a reas bitrakoù gant annezidi an douar-se. Daou zevezh goude, d’ar 24 a viz Ebrel, e tilestras muioc’h a dud, pelloc’h en norzh, en ul lec’h a voe anvet ganto Porto Seguro. Eno ivez e voe graet anaoudegezh gant an henvroidi, anvet Indianed gant ar voraerien. Jediñ a reas Cabral e oa an douaroù kavet gantañ er reter d’al linenn a oa bet lakaet da verkañ ar vevenn etre an douaroù perc’hennet gant Spagn ha gant Portugal, hervez emglev Tordesillas. Neuze e voe savet ur groaz prenn bras-divent hag embann a reas Cabral e oa an douaroù nevez-se e dalc’h Portugal. D’an 2 a viz Mae e loc’has unan eus al listri da gas keloù d’ar roue Manuel Iañ.
Beaj da Indez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diouzh o zu e loc’has al listri all ha treiñ bourzh a rejont war-zu Afrika. Tapet e voent en ur gorventenn ha d’ar strad ez eas meur a hini anezho : 380 den a voe beuzet hag en o zouez Bartolomeu Dias, un tu bennak e su ar Mor Atlantel, er-maez da Gab ar Spi Mat moarvat. Al listri a chome, ur wech kempennet ha renket, a gendalc’has gant o hent, war-zu ar reter da gentañ hag an norzh da c’houde. Goude meur a arsav war aodoù reter Afrika, e voe tizhet Calicut ganto d’an 13 a viz Gwengolo. Eno e klaskjont en em ziazezañ, met enebiezh a gavjont a-berzh tud eus ar vro : taget e voent e miz Kerzu hag ouzhpenn 50 Portugalad a voe lazhet. En eneb e voe taget listri arab e porzh Calicut, 600 moraer a voe lazhet gant Portugaliz ha tennet e voe gant ar ganol war ar gêr vihan. Heligentañ a oa etre Portugaliz hag Arabed da c’houzout gant piv ez afe kenwerzh ar spisoù etre Indez ha broioù Europa hag enebiezh a-gozh a oa ivez etre Portugaliz ha muzulmiz, abaoe ar Reconquista. Gwelloc’h e kavas Cabral mont kuit diouzh Calicut, war-zu kêrioù all eus su Indez, evel Kochi ha Kannur. Eno e reas marc’had gant kenwerzhourien ha mont kuit goude-se war-zu Europa, karget e listri a spisoù.
War hent an distro e c’hoarvezas meur a wallzarvoud gant Cabral hag e listri. Pa errujont e Senegal en em gavjont gant listri all, a oa bet kaset gant ar roue Manuel Iañ da vont da ergerzhet douaroù nevez Brazil. Unan eus ar voraerien, Amerigo Vespucci, a lavaras da g-Cabral e oant en em gavet gant an douaroù-se ivez hag e oa ur gwir gevandir anezho ha n’eo ket un enezenn hepken.
A-benn ar fin e erruas Cabral hag e listri e Portugal e miz Gouere 1501. En holl e oa chomet seizh lestr gantañ, tra ma oa bet kollet c’hwec’h. Ne oa nemet pemp hag a oa karget a varc’hadourezh, met trawalc’h e voe kement-se evit degas e-leizh a binvidigezh da rouantelezh Portugal.
Dibenn e vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude distro Cabral da Bortugal e felle d’ar roue Manuel Iañ kas listri all da Indez ha kaout dial eus an dagadenn a-enep Portugaliz e Calicut. E-pad meur a viz en em brientas Cabral evit se, met, hep abeg sklaer ebet, e voe diskarget eus renerezh ar verdeadenn gant ar roue. Pa loc’has al listri e miz Meurzh 1502 e oant renet gant Vasco da Gama.
Daoust m’en doa tennet warnañ droukc’hras ar roue, Cabral a zimezas e 1503 d’ur vaouez nobl pinvidik, Isabel de Castro, ha meur a vugel o devoe. Abaoe e veaj e veze klañv Cabral gant barradoù terzhienn hag e 1509 en em dennas e kêr Santarém. Eno e tremenas ar bloavezhioù diwezhañ eus e vuhez.