Mont d’an endalc’had

Pedro Pablo Kuczynski

Eus Wikipedia
Pedro Pablo Kuczynski

Pedro Pablo Kuczynski Godard (distaget [ˈpeðɾo ˈpaβlo kuˈtʃinski ɣoˈðaɾð] e spagnoleg), ganet d'an 3 a viz Here 1938 e Lima, anavezet evel PPK, zo un armerzhour hag ur politikour perouat. Dilennet eo bet da brezidant republik Perou e 2016[1]. Kentañ Ministr Perou e oa bet eus miz Eost 2005 da viz Gouere 2006, ministr an arc'hant e oa bet a-raok ivez.

Goude studioù e Perou, e Bro-Saoz hag e Stadoù Unanet Amerika eo bet Kuczynski o labourat er Stadoù Unanet, a-raok en em dreiñ war-zu ar politikerezh e Perou. Bet e voe kargoù uhel gantañ e Bank ar Bed hag er Font Moneizel Etrebroadel a-raok bezañ anvet e penn bank kreiz Perou. Ministr an Energiezh hag ar Mengleuzioù e voe er bloavezhioù 1980 ha ministr an arc'hant er bloavezhioù 2000. Kentañ Ministr e voe, dindan ar prezidant Alejandro Toledo e 2005-2006.

Mont a reas war ar renk e dilennadeg ar prezidant e 2011, met erruout a reas da drede en dro gentañ, goude Ollanta Humala ha Keiko Fujimori. Mont a reas war ar renk adarre e dilennadeg 2016, ha trec'h e voe en eil tro war Keiko Fujimori, met justik (50,12 % eus ar mouezhioù).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.