Pedro Luis Ferrer
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kuba |
Anv-bihan | Pedro |
Deiziad ganedigezh | 17 Gwe 1952 |
Lec'h ganedigezh | Yaguajay |
Micher | sonaozour, kaner, gitarour |
Benveg sonerezh | mouezh |
Pedro Luis Ferrer, ganet e 1952 e Yanguajay, e Kuba, e proviñs Sancti Spíritus, zo ur c'haner kuban, krog da ganañ e 1965. Ne blij ket e ganaouennoù flemmus, e doare ar guaracha, da dud ar galloud.
E dad a oa a-du gant dispac'h Fidel Castro, met kuit ez eas eus an enez, hep e diegezh.
Sonet en deus Pedro Luis Ferrer er bloavezhioù 1960 el laz Kapeles, er pevarad Nova, ha gant Carlos Alfonso ha Mike Porcella el laz rock Los Dada.
E-kreiz ar bloavezhioù 1970 e enrollas e bladenn vras kentañ e-unan, anvet Pedro Luís Ferrer, ken plaen ha tra. Mont a reas da seniñ da Europa (Polonia, Finland, Norge, Sveden, RDA) ha da Vec'hiko.
Studiañ a reas ar seniñ gitar evit seniñ oberennoù Leo Brouwer, Albéniz, Tárrega, Johan Sebastian Bach…
Adkanet eo bet e ganaouennoù gant Celia Cruz, Danny Rivera, Papo Luca, ha Willy Chirino.
Er bloavezhioù 1980 e reas div bladenn vras : "Debajo de mi voz", a voe skignet a boan, hag “Espuma y Arena”, a voe bruetoc'h, gant kanaouennoù evel “Inseminación Artificial’, ‘Como me gusta “hablal” español”, “Mario Agüé’ ha re all.
Er bloavezhioù 1980 e reas muioc'h a ganaouennoù politikel, evel 100% Cubano, ma tiskleir e vev ar Gubaned er baourentez pa deu estrenien binvidik d'o gwelout. E Marucha la jinetera e tispleg e rank merc'hed yaouank ar vro gwerzhañ o c'horf evit degas arc'hant d'ar gêr.
En 1999 en deus embannet ur bladenn anvet Pedro Luis Ferrer (evel e hini gentañ) e ti Atlantic Records, e SUA.
E bladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pedro Luis Ferrer
- Rústico (2005)
- Natural (2006)
- Tangible (2011)
- Final (2014)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pedro Luis Ferrer el lec'hienn letramusicas.com
- Pennad kaoz gant ar c'haner
- Komzoù e ganouenn Maridos Majoreros
- O kanañ Quién me toca un son er skinwel spagnol
- O kanañ Marucha la jinetera
- O kanañ Como me gusta"Hablal" Español
- O kanañ Yo no tanto como él, komzoù