Wikipedia:Peder fennaenn ar Wikipedia
Neuz
(Adkaset eus Peder fennaenn ar Wikipedia)
Pennaennoù ha politikerezhioù diazez Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia. |
Ar peder fennaenn
Un holloueziadur eo ar wikipedia. N'en deus pal all ebet ha rankout a ra bezañ skarzhet, kemmet pe kaset betek ur raktres wiki all ar pennadoù ha pep danvez all na glotfe ket gant ar pal pennañ-mañ (en o zouez: "N'eo ket wikipedia ur geriadur); | |
Doujañs ha resped evit an implijerion·ezed all. Ul labour a-stroll eo ar wikipedia ha ret eo doujañ da savboentoù ar re all, nemet ma savfent a-enep da bennaennoù diazez ar raktres. Ret eo chom seven, hep tagadennoù ha kunujennoù personel ha klask tizhout dont a-benn da ziskoulmañ kudennoù dre en em glevet seul wezh ma c'heller; | |
Doujañ d'ar gwirioù-aozer·ez. Un holloueziadur evit mann an hini eo. Ur reolenn hollek eo hounnezh ha rankout a ra bezañ lakaet e pleustr en un doare strizh. | |
Chom neptu. Bez' e rank pep implijer·ez klask sevel pennadoù neptu daoust d'h·e savboentoù personel. Bewezh ma tennont da zodennoù ma sav tabut diwar o fenn e ranker klask displegañ pep savboent en un doare kempouez. Ur reolenn hollek eo hounnezh ha rankout a ra bezañ lakaet e pleustr en un doare strizh. |