Mont d’an endalc’had

Pax Romana

Eus Wikipedia
An Impalaeriezh roman er bloaz 117, dindan Trajanus, pan edo en he brasañ e mare ar  Pax romana. Rannet e oa an impalaeriezh e proviñsoù.
An Impalaeriezh roman er bloaz 117, dindan Trajanus, pan edo en he brasañ e mare ar Pax romana. Rannet e oa an impalaeriezh e proviñsoù.
Pax Romana
rannfrazenn, marevezh istorel
BroHenroma Kemmañ
Deiziad kregiñ27 BCE Kemmañ
Deiziad echuiñ180 Kemmañ

Ar Pax Romana (Latin evit peoc'h roman) a oa bet ur marevezh a oa padet tost da 200 vloaz eus Henroma hag a vez gwelet evel ur marevezh aour gant kresk ha stabilded eus an impalaeriezh Roman , un hollc'halloudegezh, emled tiriadel, hag ur mare gant urzh ha peoc'h, memes ma oa bet emsavioù diabarzh ha brezelioù en diavaez, evel ar brezel etre Roma ha Persia. Dre hengoun, e vez kroget ar marevezh Pax Romana pa erru Aogust evel impalaer, hag en doa krouet ivez ar priñsipelezh Roman, e 27 AJK. Fin ar marevezh a vez lakaet e 180 gant marv Marcus Aurelius, an hini diwezhañ eus ar "pemp impalaer mat".[1]

E-kerzh ar marevezh-se eo e oa bet an Impalaeriezh Roman en e uhelañ a-fed tiriad dindan ren Trajan e 117.[2] Ouzhpenn-se, poblañs an Impalaeriezh roman a oa bet o tizhout a-vras 70 milion anneziad, tost da 33% eus istimadur ar boblañs denel dre ar bed. Goude marevezh ar Pax Romana, hervez Cassius Dio, ren diktatourel Commodus, heuliet goude-se gant Bloavezh ar Pemp Impalaer hag Enkadenn an Trede Kantved, a oa bet o welet Roma o tremen "eus ur rouantelezh a aour etrezek unan arem ha merglet".[3]

Pax Romana zo anv ur bier aozet gant ar Brasserie Theillier e Bavay en Artez, e Bro-C'hall.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Pax Romana. Britannica Online Encyclopedia (2024-02-23).
  2. ↑ Head, Tom (2017-10-03). World History 101: From Ancient Mesopotamia and the Viking Conquests to NATO and WikiLeaks, an Essential Primer on World History (in en). Simon and Schuster. 85 p. ISBN 978-1-5072-0454-2. 
  3. ↑ Dio Cassius 72.36.4, Loeb edition translated E. Cary