Pauline Johnson
Emily Pauline Johnson, anavezetoc'h evel Pauline Johnson pe evel Tekahionwake, hec'h anv indian[1] (10 a viz Meurzh 1861 – 7 a viz Meurzh 1913), a oa ur skrivagnerez eus Kanada e dibenn an XIXvet kantved. Brudet eo he barzhonegoù, displeget ganti he-unan, hag a veul hêrezh Amerindianed Kanada. He zad a oa ur penn meuriad Mohawk (Kanien'kéhaka), tra ma oa Saozez he mamm. Unan eus he brudetañ barzhonegoù eo The Song my Paddle Sings.
Embannet e voe barzhonegoù Pauline Johnson e Kanada, er Stadoù Unanet hag e Breizh-Veur. En he amzer e voe lennet kalz he skridoù ha bez' e voe Pauline Johnson unan eus ar skrivagnerien o deus diazezet lennegezh saoznek Kanada. Kollet he doa un tamm brud goude he marv, met abaoe dibenn an XXvet kantved ez eus kalzik a dud adarre a zo troet gant he skridoù. Embannet e oa bet un dastumad anezho e 2002.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pauline Johnson Archive: Tekahionwake, "Tekahionwake: an Indian Poetess in London", Archives and Research Collections, McMaster University.