Pauline Coatanea
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Pauline Coatanea zo ur c'hoarierez mell-dorn etrebroadel ganet e Lokournan (Bro-Leon) d'ar 6 a viz Gouere 1993. Askellerez dehoù eo he fost. E 2018 e ya ganti an titl a wellañ askellerez dehoù kampionad Frañs hag an titl a gampionez Europa gant skipailh mell-dorn Bro-C'hall. E 2020 eo kampionez olimpek gant ar skipailh-se.
Red-micher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em stummañ a ra e Klub Lokmaria HB ha kenderc'hel a ra e Pol Diwanidi Kerichen ha goude e kreizenn stummañ Arvor 29. C'hoari a ra he c'hrogadoù kentañ e D1 (6 gwech ha 2 bal e D1 e daou goulezad[1]) met ret eo dezhi mont d'an harlu abalamour da daol-freuz ar c'hlub brestat e 2012. Kemer a ra perzh memestra e Kampionad ar bed mell-dorn junior merc'hed ha mont a ra ar medailhenn arc'hant ganti hag an titl a wellañ askellerez dehoù ar gevezadeg.
C'hoari a ra e Naoned Liger Atlantel Handball[1] ha gounit a ra kampionnad mell-dorn Bro-C'hall ar merc'hed eil rummad e 2013. Goulennet eo gant meur a glub[1] met chom a ra e Naoned betek 2017.
Dibabet eo e miz Meurzh 2017 evit c'hoari e skipailh Bro-C'hall ar merc'hed a-enep hini Danmark e-pad ar Golden League[2]
Distreiñ a ra da Vrest evit ar c'houlzad 2017-2018 gant ar Brest Breizh Handball[3] ha c'hoari a ra e Kevre ar Gampioned evit ar wech kentañ. Gounit a ra Kib Frañs ha dilennet eo askellerez dehoù gwellañ kampionad Frañs[4]. Embann a ra ar Brest Breizh Handball e miz Genver eo astennet he c'hevrat evit tri c'houlzad.
Daoust da bandemiezh ar C'hovid-19 e kendalc'h ar Brest Breizh Handball da vont war-raok peogwir e ya gantañ Kampionad Frañs, Kib Frañs ha mont a ra betek gourfenn Kevre ar Gampioned, ar pezh n'eo ket c'hoarvezet biken gant klub gall ebet.
Kampionez olimpek eo Pauline Coatanea e 2020 gant skipailh mell-dorn Bro-C'hall[5].
Loreadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel dibabad "broadel"
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- C'hoarioù olimpek
- medailhenn aour C'hoarioù olimpek 2020
- Kampionadoù Europa
- medailhenn aour Kampionad Europa 2018
- medailhenn arc'hant Kampionad Europa 2020
- Traoù all
- medailhenn arc'hant Kampionad ar bed junior 2012[6]
- 10vet plas Kampionad Europa ar re dindan 19 vloaz 2011[7]
En he c'hlub
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Brest
- kevezadegoù etrebroadel
- finaliste de la Ligue des champions en 2021
- kevezadegoù "broadel"
- trec'h e Kampionad mell-dorn merc'hed Bro-C'hall 2021
- finaliste en 2022
- trec'h Kib Bro-C'hall 2018 ha 2021
- finaliste en 2019
- finaliste de la coupe de la Ligue en 2011
- trec'h e Kampionad D2 Bro-C'hall e 2013(gant Naoned Liger Atlantel Handball)
Titloù hinienel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- dilennet gwellañ askellerez dehoù kampionad ar bed mell-dorn junior ar merc'hed 2012[8]
- dilennet gwellañ askellerez dehoù Kampionad mell-dorn merc'hed Bro-C'hall 2018[4]
Arouezennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marc'heg al Lejion a enor Bro-C'hall (2021)[9]
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Patrom:Lien web
- ↑ Patrom:Lien web
- ↑ Patrom:Lien web
- ↑ 4,0 ha4,1 Patrom:Lien web
- ↑ Patrom:Lien web
- ↑ Folenn krogad ar gourfenn war http://ihf.info ihf.info, Kevre Etrebroadel ar Mell-dorn, gwelet d'an 21 a viz Even 2013.
- ↑ Women's European Championship 19 - 9th place final - Match Details, KEvre Etrebroadel ar Mell-Dorn,, 13 a viz Eost.
- ↑ Patrom:Lien web
- ↑ Patrom:Lien web