Mont d’an endalc’had

Paul Newman

Eus Wikipedia

Paul Newman

Skeudenn

Ganedigezh 26 a viz Genver 1925 (83 bloaz)
Shaker Heights, (Stadoù-Unanet)
Broadelezh Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
IMDB 0000056


Paul Newman a oa bet ganet d'ar 26 a viz Genver 1925 e Cleveland en Ohio. Yuzev alaman e oa e dad ha katolik e oa he mamm, a oa-hi a orin hungarat. Hennezh a rae ur Yuzev anezhañ eñ e-unan. Kemer a reas perzh e brezel ar meurvor Habask etre 1941 ha 1945. Gloazet e oa bet ha difennet e oa bet outañ ober sport. Setu perak en em ouestlas d’ar c’hoariva. Da gentañ en doa studiet an arz dramatek e skol an arzoù dramatek Yale, da c'houde en Actor's Studio e New York, gant Lee Strasberg. Ha setu eñ nebeut amzer goude da vont war al leurenn e Broadway da c’hoari pezhioù evel “Picnic” (1953) pe “The desperate Hours” (1955). Deuet e oa brud warnañ gant ar pezhioù-se.

Adalek 1954 e krog da c’hoari evit filmoù. “The Silver Chalice”, bet sevenet gant Victor Saville, eo anv e film kentañ.

Plijet e oa bet an dud gantañ er filmoù "The Left Handed Gun”, sevenet gant Arthur Penn (1957), “Cat on a Hot Tin Roof hag “Exodus” (1960).

E 1961 en doa c'hoariet er film "The Hustler”. Adc’hoari en doa graet roll e dudenn er film “The Color of Money”, sevenet gant Martin Sorsese (1986). Gant “The Color of Money” e voe enoret Paul Newman gant Oscar an aktor gwellañ en ur roll kentañ.

Filmoù pouezus all zo e filmografiezh : “Cool Hand Luke” (1967), “Butch Cassidy and the Sundance Kid” (1969), The Sting (1973), The Towering Inferno (1974), “Fort Apache the Bronx” (1981), “The Verdict'” (1982).

Adalek 1959 e voe dedennet Paul Newman gant ar seveniñ filmoù. Kregiñ a reas seveniñ ur film berr : On the harmfulness of tobacco”. Da c’houde e kendalc’has war an hent-se gant “Rachel, Rachel (1968). “The Effect of Gamma Rays on Man-in-the-Moon Marigolds (1972), “The Glass Menagerie” (film 1986).

E miz Kerzu 1949 en doa dimezet gant Jackie White. Chomet e oant dimezet betek 1958 ha 3 bugel o deus bet : Scott (1950-1978), Suzan (1953) ha Stéphanie (1954).

E 1958 e timezas gant an aktourez Joanne Woodward, bet anavezet gantañ pa oa oant o c'hoari ar film The Long, Hot Summer. Pilet o deus ur rekord o-daou : ar c'houblad dimezet o doa bevet ar pellañ amzer asambles e Las Vegas. Teir merc'h o deus : Elina-Teresa (1959), Melissa-Stewart (1961) ha Cela-Olivia (1965).

Ur Golden Globe Award en doa bet evit "Rachel, Rachel" e 1969 hag Oscar an aktour gwellañ e 1986 evit ar roll c'hoariet gantañ e “The Color of Money, sevenet gant Martin Scorsese.

Ouzhpenn c'hoari er filmoù en doa pledet Paul Newman gant obererezhioù a garitez a bep seurt. Krouet en doa, da skouer, ur merk boued (Newman’ Own) a veze roet ar gounidoù da aozadurioù a garidez evit ar vugale. Aozañ a rae kampoù evit degemer ar vugale klañv gant ar c’hrign-bev ha reiñ a rae arc’hant d'ar c'hreizennoù a zegemer an dud klañv gant an dramm hag an alkool.

E 1968 e oa deuet da vezañ dileuriad Kendivizad Demokratel Chicago evit Connecticut. Kemeret en doa perzh ivez e koulzadoù kabaliñ Eugene McCarthy hag ivez er prezegennoù war an dizarmerezh nukleel a veze aozet gant McGovern.

A-bouez e oa bet ivez ar roll c’hoariet gantañ evit stourm a-enep an dramm. Evit gwir, krouet en doa, asambles gant e wreg, an “diazezadur Scott Newman evit derc'hel koun eus e vab aet da Anaon abalamour d'ur rezoenad. Skoazellañ a rae al luskadoù difenn ar gwirioù keodedel ivez.

Anavezet e oa Paul Newman peogwir e ouestle amzer hag arc'hant er sportoù kirri. Perc’henn e oa evit darn war ar marchosi sport Newman/Haas/Lannigan Racing.

E miz Mae 2007 en doa lakaet da c'houzout e paoueze da c'hoari er filmoù dre ma oa klañv gant ar c'hign-bev[1].

Marvet eo d'ar 26 a viz Gwengolo 2008. 83 bloaz e oa. ans[2] en e di e Westport e Connecticut.

  • 1954: The Silver Chalice, bet sevenet gant Victor Saville ma c’hoari roll « Basil ».
  • 1956: Somebody Up There Likes Me, bet sevenet gant Robert Wise, ma c’hoari roll Rocky Graziano.
  • 1956: The Rack, bet sevenet gant Arnold Laven, ma c’hoari roll Capt. Edward Worthington Hall Jr.
  • 1957: The Helen Morgan Story, bet sevenet gant Michael Curtiz, ma c'hoari roll Larry Maddux
  • 1957: Until They Sail, bet sevenet gant Robert Wise, ma c’hoari roll Capt. Jack Harding.
  • 1958: The Long, Hot Summer, bet sevenet gant Martin Ritt, ma c’hoari roll Ben Quick
  • 1958: The Left Handed Gun, bet sevenet gant Arthur Penn, ma c’hoari roll William Bonney (Billy the Kid)
  • 1958: Cat on a Hot Tin Roof, bet sevenet gant Richard Brooks, ma c’hoari roll Brick Pollitt.
  • 1958: Rally 'Round the Flag, Boys!, bet sevenet gant Leo McCarey, ma c’hoari roll Harry Bannerman
  • 1959: The Young Philadelphians, bet sevenet gant Vincent Sherman, ma c’hoari roll Anthony Judson Lawrence/Daneveller.
  • 1960: From the Terrace, bet sevenet gant Mark Robson, ma c’hoari roll David Alfred Eaton.
  • 1960: Exodus, bet sevenet gant Otto Preminger, ma c’hoari roll Ari Ben Canaan
  • 1961: The Hustler', bet sevenet gant Robert Rossen, ma c’hoari roll Eddie Felson
  • 1961: Paris Blues, bet sevenet gant Martin Ritt, ma c'hoari roll Ram Bowen
  • 1962: Sweet Bird of Youth, bet sevenet gant Richard Brooks, ma c’hoari roll Chance Wayne.
  • 1962: Hemingway's Adventures of a Young Man, bet sevenet gant Martin Ritt, ma c’hoari roll Ad Francis
  • 1963: Hud, bet sevenet gant Martin Ritt, ma c’hoari roll Hud Bannon.
  • 1963: A New Kind of Love", bet sevenet gant Melville Shavelson, ma c’hoari roll Steve Sherman.
  • 1963: The Prize, bet sevenet gant Mark Robson, ma c’hoari roll Andrew Craig
  • 1964: What a Way to Go!, bet sevenet gant J. Lee Thompson, ma c’hoari roll Larry Flint.
  • 1964: The Outrage, bet sevenet gant Martin Ritt, ma c’hoari roll Juan Carrasco
  • 1965: Lady L, bet sevenet gant Peter Ustinov, ma c’hoari roll Armand.
  • 1966: Harper, bet sevenet gant Jack Smight, ma c’hoari roll Lew Harper.
  • 1966: Torn Curtain, bet sevenet gant Alfred Hitchcock, ma c’hoari roll Profesor Michael Armstrong.
  • 1967: Hombre, bet sevenet gant Martin Ritt, ma c’hoari roll John Russell.
  • 1967: Cool Hand Luke, bet sevenet gant Stuart Rosenberg, ma c’hoari roll Lucas 'Luke' Jackson
  • 1968: The Secret War of Harry Frigg, bet sevenet gant Jack Smight, ma c’hoari roll Harry Frigg
  • 1969: Winning, bet sevenet gant James Goldstone, ma c’hoari roll Frank Capua.
  • 1969: Butch Cassidy and the Sundance Kid, bet sevenet gant George Roy Hill, ma c’hoari roll Butch Cassidy
  • 1970: W.U.S.A. (WUSA), bet sevenet gant Stuart Rosenberg, ma c’hoari roll Rheinhardt.
  • 1971: Sometimes a Great Notion, bet sevenet gant Paul Newman, ma c’hoari roll Hank Stamper.
  • 1972: (Pocket Money), bet sevenet gant Stuart Rosenberg, ma c’hoari roll Jim Kane.
  • 1972: 'The Life and Times of Judge Roy Bean, bet sevenet gant John Huston, ma c’hoari roll Judge Roy Bean.
  • 1973: The MacKintosh Man, bet sevenet gant John Huston, ma c’hoari roll Joseph Rearden.
  • 1973: The Sting, bet sevenet gant George Roy Hill, ma c’hoari roll Henry Gondorff aka Shaw.
  • 1974: The Towering Inferno, bet sevenet gant John Guillermin hag Irwin Allen, ma c’hoari roll an tisavour “Doug Roberts.
  • 1975: The Drowning Pool, bet sevenet gant Stuart Rosenberg, ma c’hoari roll Lew Harper.
  • 1976: Buffalo Bill and the Indians, or Sitting Bull's History Lesson, bet sevenet gant Robert Altman, ma c’hoari roll William F. 'Buffalo Bill' Cody.
  • 1976: La Dernière Folie de Mel Brooks (Silent Movie) de Mel Brooks, dans son propre rôle
  • 1977: Slap Shot, bet sevenet gant George Roy Hill, ma c’hoari roll Reggie Dunlop.
  • 1979: Quintet, bet sevenet gant Robert Altman, ma c’hoari roll Essex.
  • 1980: When Time Ran Out..., bet sevenet gant James Goldstone, ma c’hoari roll Hank Anderson
  • 1981: Fort Apache the Bronx, bet sevenet gant Daniel Petrie, ma c’hoari roll Murphy.
  • 1981: Absence of Malice, bet sevenet gant Sydney Pollack, ma c’hoari roll Michael Colin Gallagher.
  • 1982: The Verdict, bet sevenet gant Sidney Lumet, ma c’hoari roll Frank Galvin.
  • 1984: Harry & Son, bet sevenet gant Paul Newman, ma c’hoari roll Harry Keach.
  • 1986: The Color of Money, bet sevenet gant Martin Scorsese, ma c’hoari roll Fast Eddie Felson.
  • 1989: Fat Man and Little Boy, bet sevenet gant Roland Joffé, ma c’hoari roll Gen. Leslie R. Groves.
  • 1989: Blaze, bet sevenet gant Ron Shelton, ma c’hoari roll Gov. Earl K. Long
  • 1990: Mr. & Mrs. Bridge, bet sevenet gant James Ivory, ma c’hoari roll Walter Bridge.
  • 1993: La Classe Américaine, bet sevenet gant Michel Hazanavicius, ma c’hoari roll Dave, mab an Ao. Callaghan
  • 1994: The Hudsucker Proxy, bet sevenet gant Joel Coen, ma c’hoari roll Sidney J. Mussburger.
  • 1994: Nobody's Fool, bet sevenet gant Robert Benton, ma c’hoari roll Sully Sullivan.
  • 1998: Twilight, bet sevenet gant Robert Benton, ma c’hoari roll Harry Ross.
  • 1999: 'Message in a Bottle , bet sevenet gant Luis Mandoki, ma c’hoari roll Dodge Blake.
  • 2000: Where the money is, bet sevnet gant Marek Kanievska, ma c’hoari roll Henry Manning.
  • 2002: Road to Perdition, bet sevenet gant Sam Mendes, ma c’hoari roll John Rooney.
  • 2006: Cars, bet sevenet gant John Lasseter, ma c’hoari roll Doc Hudson.

Evel sevener

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1968: Rachel, Rachel.
  • 1972: The Effect of Gamma Rays on Man-in-the-Moon Marigolds.
  • 1980: The Shadow Box (skinwel).
  • 1984: Harry and Son.
  • 1987: The Glass Menagerie.

Evel senarioer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1984: Harry and Son.

Evel produer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1968: Rachel, Rachel
  • 1970: Puzzle of a Downfall Child
  • 1971: Sometimes a Great Notion
  • 1972: The effect of gamma rays on Man-in-the-Moon Marigolds

Evel eilproduer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1969: Butch Cassidy and the Sundance Kid
  • 1972: The Life and Times of Judge Roy Bean, sevecnet gant John Huston
  1. (en)Disklêriañ a ra Paul Newman d’e familh : « Er gêr e fell din mervel »
  2. « Marv Paul Newman, un aktour mojennel eus ar sinema amerikan », Peoplestar.tv, 27 a viz Gwengolo 2008.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.