Paul-Émile Bécat
Neuz
Paul-Émile Bécat (2 a viz C'hwevrer 1885 – 1añ a viz Genver 1960 e Pariz) a oa ul livour, engraver ha treser gall bet tapet gantañ Priz meur Roma e 1920. Hiziv an deiz ez eo brudet dreist-holl peogwir e skeudennaouas levrioù orgederezh. Deskiñ a reas gant al livourien Gabriel Ferrier ha François Flameng, hag e oberennoù a ziskouezas e Salon des Artistes Français azalek 1913. Brudet e teuas da vezañ dre ma save poltredoù skrivagnerien c'hall. Goude bezañ beajet da Gongo, Gabon ha Soudan c'hall, e stagas gant implijout teknik ar beg sec'h azalek 1933, hag e skeudennaouas levrioù orgederezh. Ur c'hoari kartoù, anvet Le Florentin, hag embannet gant Les Jarres d'Or, a voe savet gantañ ivez.
Oberennoù skeudennaouet gantañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Louÿs, Aphrodite: mœurs antiques
- Pierre l'Arétin, Ragionamenti
- Brantôme, Vie des dames galantes
- Pierre Choderlos de Laclos, Les Liaisons dangereuses
- Paul Verlaine, Les amies
- François-Mathieu Pidansat de Mairobert, La secte des anandrynes
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roll al levrioù bet skeudennaouet gant Bécat
- Oberennoù Becat
- Oberennoù Bécat war all-art.org
- E vuhez hag e oberennoù
- E oberennoù war arterotisimo