Mont d’an endalc’had

Patrom:Lemy

Eus Wikipedia

[[{{{1}}}]] 

Anv ar patrom, « lemy », a dalv « liamm etre meur a yezh ».

Tra ma vank ar pennad-skrid e brezhoneg (liamm diskouezet e ruz, enta), e tiskouez ar patrom-mañ liammoù da bennadoù-skrid hañval e Wikipedia e yezhoù estroc'h evit ar brezhoneg, betak ma vo krouet ar bajenn. Ar liamm ruz a za àr-wel ha, da-heul, ar liammoù da bajennoù e yezhoù arall. Pa baseer bir ar logodenn àr god yezh ur liamm anvrezhonek e ta àr-wel anv ar pennad-skrid er Wikipedia arall-se. Ur wezh krouet ar pennad-skrid e brezhoneg, eh ay diàr-wel ar liammoù anvrezhonek.

Moaiand zo gober ur liamm da listenn razh ar yezhoù e Wikidata pe da yezhoù zo hepken.

Liamm da yezhoù zo

[kemmañ ar vammenn]

Evit gober liammoù da yezhoù zo e lakaer an arventennoù da-heul :

{{lemy|Pennad er Wikipedia brezhonek|kod ar yezh 1|titl e Wikipedia ar yezh 1|kod ar yezh 2|titl e Wikipedia ar yezh 2|...}}

Gellet a raer lakaat betak 10 yezh. Da skouer, evel ma'h eus ag ar bajenn València,

  • {{lemy|València|ca|València|es|Valencia|fr|Valence (Espagne)|en|Valencia}}

a ziskouezo :

da lâret eo tre evel [[València]]. E kontrol, n'eus ket ag ar bajenn Llibre dels fets ha

  • {{lemy|Llibre dels fets|ca|Llibre dels fets|es|Llibre dels feits|en|Llibre dels fets|fr|Llibre dels fets|oc|Libre dels faches}}

a ziskouezo neuze :

Ma laosker an titl evit ur yezh arall e vo implijet an titl lakaet evit ar brezhoneg. Da skouer :

  • {{lemy|Llibre dels fets|ca||es|Llibre dels feits|en||fr||oc|Libre dels faches}}


Evezhiadenn : ar patrom a chom a-sav adal ma ne gav ket mui kod yezh erbet.

  • {{lemy|Sant Visant Ferrer|ca|Sant Vicent Ferrer|||fr|Vincent Ferrier|es|Vicente Ferrer (santo)}}

ne rohe ket nemet ar liamm d'ar Wikipedia e katalaneg, neuze.

Liamm da daolenn Wikidata ar yezhoù

[kemmañ ar vammenn]

Evit gober ur liamm da daolenn Wikidata ar yezhoù ma c'heller kavet ar pennad-skrid, an arventennoù zo :

{{lemy|Titl er Wikipedia brezhonek|WD=kod elfenn Wikipedia}}

Razh an arventennoù arall a vez graet hepte mar bez {{arventenn|WD}}. Da skouer,

  • {{lemy|Falles|WD=Q1143768}}

a brodu

Liammoù adanvet

[kemmañ ar vammenn]

Ur « liamm adanvet » er Wikipedia brezhonek (evel e [[Falles (València)|Falles]]) a c'heller krouiñ get an {{arventenn|tl}} evit an destenn a weler er liamm. Evel ma n'eus ket a Falles (València)

  • {{lemy|Falles (València)|tl=Falles|ca|Falles|es|Fallas de Valencia|en|Falles}}

a ziskouez

Ar liammoù adanvet a c'heller implijiñ get stumm Wikidata ar patrom ivez.