Patrom:Framm porched ar formulenn1/Dielloù Sklerijenn war
2014
[kemmañ ar vammenn]Andreas Nikolas Lauda pe Niki Lauda (bet ganet e 1949) a zo ur blenier Formulenn 1 aostrian a rede etre 1971 ha 1979, hag adarre etre 1982 ha 1985. Aet ar maout gantañ teir gwech, e 1975, 1977 hag e 1984. Anavezet eo evit ur gwallzarvoud grevus-tre en deus c'hoarvezet dezhañ e Nürburgring en Alamagn e lec'h e oa bet devet ha difetet. Ur film zo bet sevenet e 2013 gant Ron Howard diwar bloavezh ar gwallzarvoud-se, Rush.
Goude bezañ aet war e leve e krouas daou gompagnunezh kirri-nij, Air Lauda ha Niki, ha bet eo ivez manager Jaguar Racing e-pad daou vloaz. Bremañ e kont war-eeun ar Prizioù Bras evit ar skinwel alaman ha Prezidant nann-oberiant eus Mercedes eo.
2013
[kemmañ ar vammenn]Ur skipailh Formulenn 1 eo Force India, pe Sahara Force India Formula One Team. Krouet e 2008 gant an den afer Vijay Mallya, en doa adprenet Spyker F1 Team ha Michiel Mol evit 90 milion €, e red gant un aotre indianat er c'hevezadeg 2012 gant ar vlenierien Paul di Resta ha Nico Hülkenberg. Emañ o chom e Silverstone e Bro-Saoz hag un diskennad Jordan Grand Prix eo.
Merket a oa bet poentoù kentañ e Belgia e 2009 gant ur podium graet gant Giancarlo Fisichella, goude ur plas pol graet an deiz a-raok. Echu eo ar redadeg evit Fisichella 2l a-dreñv Kimi Räikkönen. Abaoe ar redadeg-se a verk alies Force India poentoù hag ur skipailh bras eo evit ar re a zo e-kreiz ar gael.
2012
[kemmañ ar vammenn]Kimi Räikkönen (ganet en Espoo e Finland e 1979) zo anv ur blenier Formulenn 1 ha WRC, lesanvet Iceman – “paotr skorn” – en abeg d'e demz yen ha d'e varregezh da chom difrom. Kampion 2007 eo.
Kregiñ a ra da vleniañ e Formulenn 1 gant Sauber e 2001 a-raok mont da VcLaren-Mercedes e 2002, ha div wech ec'h echu en eil plas ar gevezadeg, e 2003 ha 2005. Goude-se ez a Räikkönen da Ferrari ha gounit a ra an titl e 2007. Goude ur bloavezh diaes gant ur c'harr mestroniet gant ar re all e tibab Ferrari erlec'hiañ anezhañ gant Fernando Alonso a-benn 2010.
Divizout a ra neuze Räikkönen redek e ralli e-barzh ar gevezadeg WRC gant ar Citroën Junior Team. Echuiñ a ra da 10vet e 2010 ha 2011. Daoust da se e tibab Kimi Räikkönen distreiñ e Formulenn 1 e 2012 gant Lotus F1 Team.