Patrom:Framm porched ar Formulenn 1/Sklerijenn war

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Niki Lauda e-pad esaeoù dieub Priz Bras Alamagn 1976 e Nürburgring

Andreas Nikolas Lauda pe Niki Lauda (bet ganet e 1949) a zo ur blenier Formulenn 1 aostrian a rede etre 1971 ha 1979, hag adarre etre 1982 ha 1985. Aet ar maout gantañ teir gwech, e 1975, 1977 hag e 1984. Anavezet eo evit ur gwallzarvoud grevus-tre en deus c'hoarvezet dezhañ e Nürburgring en Alamagn e lec'h e oa bet devet ha difetet. Ur film zo bet sevenet e 2013 gant Ron Howard diwar bloavezh ar gwallzarvoud-se, Rush.

Goude bezañ aet war e leve e krouas daou gompagnunezh kirri-nij, Air Lauda ha Niki, ha bet eo ivez manager Jaguar Racing e-pad daou vloaz. Bremañ e kont war-eeun ar Prizioù Bras evit ar skinwel alaman ha Prezidant nann-oberiant eus Mercedes eo.

Lenn pezh a heuilh