Partit Occitan

Eus Wikipedia
Logo ar Partit Occitan

Ar Partit Occitan (Strollad Okitanat) a zo ur strollad emrenour a stourm evit emrenerezh Okitania. Krouet e voe e 1987 dre unvaniezh meur a luskad okitanat (Volem Viure Al País, País Nòstre, etc.) strollet asambles gant danvez kannaded d'an dilennadeg rannvroel 1986 (Union Occitana, Les Régionalistes). E bal a zo d'aozañ un emsav okitanat kredus ha barrek da stourm en un doare efedus evit anaoudegezh ha emverouriezh Okitania.

Gwan e chom e levezon, hag en deus nebeut a guzulierien-gêr.

Un ezel eus Emglev Libr Europa hag eus Rannvroioù ha pobloù kengred eo. Embann a ra ur gelaouenn, Occitania, a zeu er-maez pep daou viz.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

: Lec'hienn ofisiel