Paradoksoù Zenon

Eus Wikipedia
Paradoksoù Zenon
paradox
Iskevrennad eusprederouriezh Kemmañ
Anvet diwarZenon Elea Kemmañ
AozerZenon Elea Kemmañ
Zenon Elea.

Paradoksoù Zenon zo un hollad eizh paradoks ijinet gant Zenon Elea evit reiñ skor da gelennadurezh e vestr Parmenides, a lavare e oa faos kement tra a oa splann da bemp skiant an den hag ez eo dibosubl ar fiñval.

Meur a hini eus an eizh paradoks-se zo deuet betek ennomp, dre ma'z int bet adkontet gant Aristoteles en e Fizik, pe gant Simplicios en un displeg diwar e bouez, ha kenkoulz ha kenkoulz int o-daou. Darn eus ar paradoksoù a zo bet kavet aes da ziarbenn, en Henamzer zoken. Tri eus ar re diaesañ eo paradoks Akilles hag ar vaot, hini ar maen taolet ouzh ur wezenn, ha hini ar saezh o nijal. Diskoulm ebet ne voe kinniget dezho a-raok ar XVIIvet kantved, pa ziorroas ar matematik diwar-benn an heuliadoù didermen.

Ar paradoksoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Akilles hag ar vaot[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Zenon e vije bet an haroz Akilles, skañv e droad hervez ar vojenn, o c'hoari ouzh ur vaot en ur redadeg. Paradoksoù Zenon a oa ur rouestlad a bouez da brederourien an Henamzer hag ar Grennamzer.