Mont d’an endalc’had

Palawan

Eus Wikipedia
Palawan
enezenn
KevandirAzia Kemmañ
StadFilipinez Kemmañ
E tiriadPalawan Kemmañ
War riblMor Sulu, Mor Su Sina Kemmañ
Daveennoù douaroniel9°30′0″N 118°30′0″E Kemmañ
Poent uhelañMount Mantalingajan Kemmañ
Map

Palawan zo unan eus inizi Filipinez. Dave a ra ivez an anv Palawan d’ur broviñs, enni an enezenn anvet evel-se asambles gant inizi all tro-dro dezhi. Emañ Palawan er mervent da enez Mindoro, e kornôg Filipinez eta. En-dro dezhi emañ Mor Sulu er gevred, Mor Su Sina er gwalarn ha Borneo er mervent. Puerto Princesa eo ar gêr vrasañ.

Dont a ra muioc’h-mui a douristed d’an enezenn, da welet an aodoù traezh, ar c’hoadoù hag ar menezioù, stank ha liesseurt al loened enno. Ur park natur zo bet savet hag ur park mor ivez.

Meur a yezh a gaozeer e Palawan, ilongo en o zouez ha tagalog, komzet gant an hanter eus an dud. Katoliged eo an darn vrasañ eus an dud met ul lodenn vat a vuzulmiz zo ivez.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.