Mont d’an endalc’had

Paco de Lucía

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Paco de Lucia)
Paco de Lucía

Paco de Lucía, pe Francisco Sánchez Gómez hervez al lezenn, ganet d'an 21 a viz Kerzu 1947 en Algésiras ha marvet d'an 25 a viz C'hwevrer 2014 e Cancún (Mec'hiko), zo ur gitarour flamenco ag ar re vrudetañ, adnevesaet stumm ar sonerezh-se gantan, ha modernaet àr un dro.

E vugaleaj, kammedoù kentañ e bed ar flamenco

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Paco en Algésiras, e kreisteiz Bro-Spagn, nepell a strizh-mor Gibraltar, krouedur yaouankañ un tiad a bemp a vugale. Mab eo d'ar gitarour flamenco Antonio Sánchez, ha da Lucía Gómez. Breur eo d'ar c'haner flamenco Pepe de Lucía ha d'ar soner gitar Ramón de Algeciras.

Paco de Lucía, e anv arzour, a voe dibabet gantan evit enoriñ e vamm : Lucía Gómez. Tapet en doa krog er gitar pa oa 5 bloaz, n'en doa ket 'met sellet doc'h e dad pe e vreudeur.

Ar wezh kentañ ma voe àr ar leurenn dirak arvestourien a voe e 1958, ha eñ 11, e Radio Algésiras. Tapet e voe ar priz ispisial gantan e kenstrivadeg flamenco Jerez, e 1959. Troiadoù sonadegoù a reas adalek neuze, get strollad flamenco an dañsour José Greco e 1961. Seniñ a reas er Stadoù-Unanet get Greco, ha eñ 14 vle hepken ! Du-hont, e New York, eh en em gavas get Mario Escudero ha Sabicas, gitarourien spagnolek brudet anezhe, hag ar re-mañ da vroudañ Paco da seniñ e-unan penn.

Setu enrollet ur bladenn solo gentañ gantan e 1965, ur sonadeg en Teatro Real e Madrid àr ar marc'had, hag anavezet get an holl e varregezh, kement get metoù ar flamenko ha get an dud dre vras. Un ampartiz sebezennus ha touellus dezhañ, ur varregezh dispar evit aoziñ tonioù nevez en ur chom toemm doc'h an hengoun, setu adalek neuze tachennoù nevez da ergerzhet get e vizied ! Adkempenn a reas Paco de Lucía tonioù savet get an aozour-sonerezh meur Manuel de Falla, hag o enrolliñ, ha meur a vle diwezhatoc'h e vo perc'hennet hag enrollet gantan pennoberenn Joaquim Rodrigo, ar "c'hConcerto d'Aranjuez". Kenlabourat a ray diwezhatoc'h get sonerien veur ar jazz evel Larry Corryel pe Chick Corea...


Digeriñ a ra ar flamenco d'ar sonerezhioù arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Camarón de la Isla gant Paco de Lucía

Da c'houde, etre 1968 ha 1977, e reas berzh get e genseurt kanour Camarón de la Isla, ur sapre unan ken brudet arall ! Un dek pladenn bennak a voe frouezh ar c'henlabour-se.

Ha tro ar ble 80 setu eñ é seniñ gant Al Di Meola ha John Mc Laughlin, sonerien jazz anezhe (ha muioc'h evit-se ! arnodennourion àr dachenn ar sonerezh kentoc'h). Enrollet eh eus bet pladennoù fiskal, ha troiadoù sonadegoù amañ hag ahont, er Stadoù-Unanet hag e lec'hioù arall. E 1981 e voe savet an trikon a-stroll get ar c'hitarourien-se. Ar bladenn « Friday Night in San-Francisco » enrollet e-pad un droiad sonadegoù er bed a-bezh a voe da heul hag a reas berzh. "Passion, Grace and Fire", a zo ur bladenn fiskal arall savet gantan (1983).

Gouiet en deus teuziñ stumm ar flamenco mod kozh get ur stumm nevez, ijinet getoñ, a-benn sevel pladennoù ag ar choaz, dezhañ un doare da seniñ hag a vez prizet kement get tud an hengoun ha get selaouerien na oant ket toemm o diskouarn doc'h ar flamenco e-raok. Moned a ra pelloc'h evit ar flamenco, digoret en deus ar sonerezh-se d'ar bed a-bezh, piv ne vezhe ket bamet pa vez klevet e donioù, ha gwelet e vizied é redek àr troad e gitar ? Ur mailh àr ar picados hag ar rasqueados anezhañ !

A-hed ar wezh en deus kendalc'het Paco da seniñ get e strollad dezhoñ "Paco de Lucía Sextet" (get e vreudeur Ramón ha Pepe).

E-raok pleustriñ àr oberenn aozour-sonerezh Joaquín Rodrigo Concierto De Aranjuez e 1991 n'en doa ket desket biskoazh da lenn notennoù ar sonerezh. Neuze e teuas a-benn da seniñ lodenn vrasañ ar c'hConcierto memestra en ur selaou enrolladennoù kent. Marteze ne zouje ket rik doc'h an oberenn (ha doc'h an notennoù a-orin peurgetket) met kavout a rae dezhañ e oa pouezusoc'h ar lusk pa oa ur gwir sonour flamenco anezhañ.

Eilet en deus get e c'hitar kanerion flamenco, hag an hani brudetañ Camaron de la Isla, 10 album en deus enrollet gantañ, un eilerez doc'h an dibab evit mestr ar c'han flamenco.

Oberenn ur mailh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevesaet en deus Paco de Lucía ar flamenco, levezon ur yoc'h gitarourien en e c'hoari sur aset. Setu a-drugarez dezhañ ha d'un nebeud re 'rall e oa bet kresket brud ar flamenco er bed a-bezh, pelloc'h evit bevennoù bed hengounel ar sonerezh-se, hep dinec'hiñ spered sevenadur ar flamenco. Bet en deus Paco De Lucía priz Priñs Asturia an Arzoù (paeroniet get Priñs penn-her rouantelezh Bro Spagn) e Oviedo (Asturia) e dilost-amzer 2004. "Unan ag ar re wellañ e-touez kannadourien sevenadur bro Spagn er bed" diàr pozioù ar juri hag ivez : "Rac'h ar pezh a c'hell bout estaolet get 6 kordenn ur gitar a c'hell donet ag e zaouarn, get from don ar gizidigezh" (pe un dra bennak tost a-walc'h !!!).

  1. "Dos guitarras flamencas" (1965) get Ricardo Modrego
  2. "Dos guitarras flamencas en stereo" (1965) get Ricardo Modrego
  3. "Doce canciones de García Lorca para guitarra" (1965) get Ricardo Modrego
  4. "Dos guitarras flamencas en America Latina" (1967) get Ramón de Algeciras
  5. "La fabulosa guitarra de Paco de Lucía" (1967)
  6. "Hispanoamerica" (1969)
  7. "Fantasía flamenca" (1969)
  8. "Recital de guitarra" (1971)
  9. "El duende flamenco" (1972)
  10. "Entre Dos Aguas" (1973)
  11. "En vivo desde el teatro real" (1975)
  12. "Fuente y caudal" (1975)
  13. "Almoraima" (1976)
  14. "Interpreta a Manuel de Falla" (1978)
  15. "Castro Marín" (1981)
  16. "Friday Night in San Francisco" (1981) get Al DiMeola ha John McLaughlin
  17. "Solo quiero caminar" (1981) The Paco de Lucía Sextet
  18. "Passion, Grace and Fire" (1983) get Al DiMeola ha John McLaughlin
  19. "Live One Summer Night" (1984) The Paco de Lucía Sextet
  20. "Siroco" (1987)
  21. "Zyryab" (1990)
  22. "Concierto de Aranjuez" (1991)
  23. "Live in America" (1993) The Paco de Lucía Sextet
  24. "The Guitar Trio" (1996) get Al DiMeola ha John McLaughlin
  25. "Luzia" (1998)
  26. "Cositas Buenas" (2004)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.