Camarón de la Isla

Camarón de la Isla pe Camarón, ganet José Monge Cruz e San Fernando (Spagn) d'ar 5 a viz Kerzu 1950 hag aet da anaon d'an 2 a viz Gouere 1992 e Badalona, a oa kaner Flamenco.
Gwelet e vez evel unan eus gwellañ kanerien ar flamenco.
Butuner daonet, marvet ez eo dre ur c'hrign-bev trumm er skevent. Klasket ez eus bet ur pare dre veajiñ d'ar Stadoù-Unanet Amerika met aner e voe.
E sonadeg ziwezhañ a voe e Colegio Mayor San Juan Evangelista en Madrid, d'ar 25 a viz Genver 1992 da noz.
Tro-dro da Camarón de la Isla[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un timbr a voe gouestlet dezhañ gant Spagn e 1996.
