País Tropical

Eus Wikipedia

País Tropical zo ur ganaouenn bortugalek gant ar c'haner ha sonaozer brazilian Jorge Ben. Enrollet e voe da gentañ gant Wilson Simonal, e Gouhere 1969 ha berzh bras a reas. E Kerzu e voe tro hini Gal Costa. Met gant tremen an amzer eo doare Jorge Ben e-unan zo deuet da vezañ an hini brudetañ. Adkanet eo bet ivez gant Daniela Mercury, Maurício Manieri, Ivete Sangalo, Shakira ha Claudia Leitte. Lakaet eo bet da 25vet e-touez ar c'hant gwellañ kanaouenn eus Brazil gant ar gelaouenn Rolling Stone Brazil[1].

Doare Wilson Simonal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Gouhere 1969 e oa aet Jorge Ben gant e vignon Wilson Simonal da welout un abadenn gant ar ganerez Gal Costa. Gal a ganas "País Tropical" ha Wilson Simonal a droas sot gant an ton kenkent hag a glevas e oa prometet d'ar ganerez da lakaat en he c'hentañ pladenn.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://web.archive.org/web/20151109105932/http://rollingstone.uol.com.br/listas/100-maiores-musicas-brasileiras/pais-tropical/