Partit Demòcrata Europeu Català

Eus Wikipedia
(Adkaset eus PDeCat)

Partit Demòcrata Europeu Català (da lavaret eo Strollad Demokratel European Katalonia), berraet e PDeCat, a zo ur strollad politikel katalan eus an tu-dehoù a-du gant dizalc'hidigezh Katalonia. Dont a ra da heul Convergència Democràtica de Catalunya pe PDC a zo bet freuzet abalamour da skandaloù arc'hant. Prezidant en harlu Katalonia, Carles Puigdemont, a zo bet er ar strollad-se, a oa bet renet gant Artur Mas (bet Prezidant ar Generalitat) a-raok m'en doa ranket dilezel e garg.

E miz Eost 2020, gant renerien all eus e strollad, e kuita Carles Puigdemont ar PDeCat abalamour da zizemglevioù diwar-benn ar strategiezh. Lod a rebech outañ e strategiezh stourm a-dal gant ar gouarnamant spagnol hag e vennozhioù re a-gleiz en ur strollad zo en tu kreiz dehou[1].

  1. Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified (2020-08-31)..