Mont d’an endalc’had

Oxóssi

Eus Wikipedia
Delwenn da Oxóssi, e Rio de Janeiro.
An ofá (gwareg ha saezh), arouez an doue Oxóssi

Oxóssi eo doue, pe orixá, ar chase hag ar chaseourien, aloened, e relijion ar c'handomble e Brazil. Breur pe mab eo da Ogun. Dont a ra ar c'heheliñ anezhañ eus Kornôgafrika, ma'z eo peuzankouaet hiriv, pa chom bev e Brazil ha Kuba. An abeg da se eo e voe peurzistrujet, ha preizhet, kêr Ketu, en Afrika, en XIXvet kantved, rak eno eo e oa diazezet an doue, ma voe kaset an annezidi da sklaved da Guba ha Brazil.

Alies en gweler gant gwareg ha saezh en un dorn, hag un erukere (lost ul loen, arouez roueel en Afrika) en dorn all da zegas da goun e oa roue Ketu.

E kêr Salvador da Bahia eo lakaet da gevatal da Sant Jorj hag e Rio de Janeiro da Sant Sebastian.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]