Ouzo
Neuz
An ouzo (ούζο e gresianeg) zo un evaj eus Gres fardet gant alkool mesket gant louzeier frond, evel an aniz dreist-holl. Abaoe 1989 ez eus lezennoù europat a ziskleir n’eus nemet an died fardet e Gres a c’haller ober Ouzo anezhañ.
Ar feur alkool a zo ennañ a c’hall bezañ etre 38 ha 50°, ha muioc’h zoken a-wechoù. N’eus liv ebet gant an ouzo met pa vez kejet gant dour e vez ul liv gwenn gant ar meskaj, abalamour d’an dazgwered kimiek a c’hoarvez neuze.