Our House (kanaouenn, Graham Nash)

Eus Wikipedia

Our House[1] (Hon zi) a zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar c'haner-sonaozer saoz Graham Nash (1942-).

Enrollet e voe d'ar 5 a viz Du 1969 hag embannet gant Atlantic Records d'an 11 a viz Meurzh 1970[2], a-gevret gant nav c'hanaouenn all, war Déjà Vu, albom kentañ ar strollad sonerien Crosby, Stills, Nash & Young. Kanet eo gant an aozer, eilet gant mouezhioù David Crosby (1941-2023) ha Stephen Stills (1945-). Seniñ ar piano a ra Nash ha pedet e voe ar sonerien gitar-boud Greg Reeves ha bateri Dallas Taylor (1948-2015) ivez.

Displeget en devoa Graham Nash e oa bet awenet gant darvoudoù munut c'hoarvezet d'ar mare ma oa o chom e ti an arzourez kanadian Joni Mitchell (1943-) e Laurel Canyon (Los Angeles (Kalifornia), Stadoù-Unanet Amerika). Bet e oant bet o leinañ e Los Angeles ha prenet he devoa Joni Mitchell ul lestr en ur stal e Ventura Boulevard (Traoñienn San Fernando, en norzh da Los Angeles). Distro en o zi e savas Nash ar sonenn en ur ober un eurvezh tra ma oa Mitchell o tastum bleuñv er jardin. Ken eeun ha tra...

Ar gerioù...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Savet e oa bet, e 1982, ur ganaouenn heñvel he zitl gant Madness, disheñvel-mik ar pozioù hag an ton avat.
  2. Crosby, Stills, Nash & Young ‎– Déjà Vu el lec'hienn Discogs.