Otterlo

Eus Wikipedia
Iliz protestant en Otterlo

Otterlo zo ur gêriadenn eus an Izelvroioù, e kumun Ede hag e proviñs Gelderland, e-kichen Park broadel De Hoge Veluwe.

Etre 1812 ha 1818 e oa Otterlo ur gumun distag.

Eno emañ ar Mirdi Kröller-Müller, savet gant Helene Kröller-Müller, un dastumerez arz, hag ennañ e kaver un dastumadeg vras a daolennoù gant Vincent van Gogh, an eil dastumadeg vrasañ goude hini ar Mirdi Van Gogh en Amsterdam.