Otelo Saraiva de Carvalho

Eus Wikipedia
Otelo Saraiva de Carvalho, e 1976

Otelo Nuno Romão Saraiva de Carvalho (distaget [ɔˈtɛlu sɐˈɾajvɐ dɨ kɐɾˈvaʎu] e portugaleg ; Lourenço Marques, 31 Eost 1936 – 25 Gouere 2021, Lisbon) a oa un ofiser portugalat. Unan eus pennoù bras Dispac'h ar Jenofl e voe e 1974.

Goude an Dispac'h e voe unan eus renerien ar gouarnamant da c'hortoz, asambles gant Vasco Gonçalves ha Francisco da Costa Gomes. E 1976 ez eas war ar renk evit dilennadeg prezidant ar republik, hag erruout a reas da eil, gant skoazell an tu-kleiz pellañ, o tapout 16,46% eus ar mouezhioù.

Er bloavezhioù 1980 e voe barnet Otelo Saraiva de Carvalho pa damalled dezhañ bezañ unan eus renerien luskad ar Forças Populares 25 de Abril hag a lazhas 17 den e meur a argadenn. Daoust ma nac'he en doa kemeret perzh el luskad-se e voe kondaonet da 15 vloaz toull-bac'h, d'an 20 a viz Mae 1987. Lezet e voe da vont e 1989, ha pardonet e voe dezhañ e 1996.

E miz Gouere 2021, pa oa klañv e galon, e voe kaset da ospital an arme e Lisbon. Mervel a reas eno d'ar 25 a viz Gouere 2021.