Orpa
![]() "Naomi o lavarout da Rout hag Orpa distreiñ da Voab" William Blake, 1795 |

Engravadur gant Hendrik Goltzius, 1576
Orpa pe Orpah ( hebreeg עָרְפָּה) a oa, hervez Levr Rout an Testamant Kentañ (Rt. 1:4)[1], gwreg Kileyon, merc'h-kaer da Elimelec'h ha Noemi. Eus Moav oa.
Koll a reas he gwaz abred a-walc'h evel Rout. Chom a reas e Moav pa zistroas Noemi da vro Yehouda, heuliet gant Rout he merc'h-kaer all (Rt. 1: 14-15).
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Troidigezh An Tour-tan, levrenn 4, pp. 279-283.