Ornitorink
| |||
|---|---|---|---|
un ornitorink o neuial
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Monotremata | ||
| Kerentiad : | Ornithorhynchidae | ||
| Genad : | Ornithorhynchus | ||
| Anv skiantel | |||
| Ornithorhynchus anatinus Shaw, 1799 | |||
| Pelec'h e vez kavet | |||
| Aostralia | |||
| Prantad | |||
| Kretase | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
An ornitorink (Ornithorhynchus anatinus) a zo ur bronneg bihan hag a vev en dour ha na gaver nemet e reter Aostralia.
Unan eus ar pemp spesad a ya d'ober an urzhiad Monotremata eo (ekidneed eo ar re all). En urzhiad-mañ emañ ar bronneged nemete a zozv vioù e-lec'h genel re vihan.
Neuz an ornitorinked
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tennañ a ra an ornitorinked d'an avanked : o c'horf hag o lost, ledan ha plat, zo goloet gant ur c'hreoñ gell. Tennañ a reont ivez d'an houidi : palvezek eo o favioù hag ur pigos o deus. 10 pe 15 cm eo o lost. Un drederenn brasoc'h eo ar pared evit ar parezed, met o ment, etre 40 ha 50 cm da gustum, a cheñch kalz eus an eil korn-bro d'egile, hep na vefe liammet gant an hin.
Ouzh daouuufern a-dreñv ar pared eo stag pep a flemm binimus. N'eo ket marvel e vinim evit an dud met degas a ra poanioù spontus ha koeñvadennoù a c'hall padout e-pad meur a viz. Marvel e c'hall bezañ ar flemmadenn evit ur c'hi pe loened bihan avat.
Bevañ a ra diouzh an noz ha spontidik-kenañ eo, hogozik diverzus. Marteze eo chomet bev ar spesad ragistorel iskis-se a-drugarez d'e lentegezh. Hanter-stlejvil hanter-bronneg, sellet e veze outañ evel ouzh ur gimera gwezhall. Hiziv e soñj ar skiantourien ez eo unan eus al loened zo en em gustumet ar gwellañ ouzh metoù Aostralia.
Gallout a ra chom dindan an dour e-pad pemp munut. Un neuier eus ar c'hentañ eo ha tremen a ra ar pep brasañ eus e amzer en dour. A-drugarez d'e greoñv doublet gant gwiadennoù lart e c'hall an ornitorink mont e stêrioù yenañ ar vro. Ne c'houzañv ket kenkoulz ar wrez ha faganiñ a ra goude seizh munut dindan an heol pa vez 35 °C. Goude e gouronkadenn ez a da guzhat en e zouarenn hep bezañ sec'het e vlevenn. Klask a veze war homañ gwezhall gant ar werzherien kroc'hen abalamour ma oa tomm-kenañ.
Stoufet e vez e zaoulagad hag e zivskouarn penn-da-benn gant ur pleg kroc'hen pa spluj. Implijout a ra e skiantoù all eta evit kavout e hent.

Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mammal Species of the World, A Taxonomic and Geographic Reference, trede embannadur, 2005 ISBN 0-8018-8221-4
- Harry Burrel, The Platypus, Rigby, 1927. Embannadenn nevez 1974. (ISBN 0-85179-521-8)
- Vie Sauvage - Encyclopédie Larousse des animaux, n°115, Larousse, 1992.
- Umberto Eco, Kant hag an ornitorink, 1999 (Kant e l'ornitorinco, 1997).
- Nat. Misc., 10, pl. 385-386.

