Open the border

Eus Wikipedia

Open the border zo un teulfilm gant Mikael Baudu hag Arno Vanier, filmet etre 2014 ha 2016, hag embannet e 2017 gant Gwengolo Filmoù. Talvezout a ra an titl "Digorit an harz".

Kontañ a reer istor Saif, Said ha Tarek, tri repuad o deus c'hoant da vont betek Alamagn. Dont a reont eus Kurdistan Irak. Ranket o doa kuitaat o lec'h-bevañ abalamour ma veze lazhadeget tud o reljion, ar Yezidied, gant spontourien Daech. [ Diskouez a ra ar film penaos e vev ar repuidi er c'hampoù e Gres, da c'hortoz tremen an harz. Nebeut a dud a c'hall tremen bemdez, neuze eo diaes ar vuhez evit an divroidi a rank gortoz pell er c'hampoù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]