One Direction
Neuz
(Adkaset eus One direction)
Ur strollad sonerezh saoz-iwerzhonat e oa One Direction, oberiant etre 2010 ha 2016. Kaset e oa war-raok gant Niall Horan, Zayn Malik, Liam Payne, Harry Styles, ha Louis Tomlinson. Kemeret o doa perzh er c'henstrivadeg skinwel X Factor ha sinet ur gevrat gant Syco Records. A-drugarez da sikour galloud ar rouedadoù sokial o doa graet berzh gant pevar bladenn : Up All Night (2011), Take Me Home (2012), Midnight Memories (2013) ha Four (2014). Merket en deus ar strollad donedigezh un doare boys band nevez hag ur British Invasion nevez er Stadoù-Unanet. Zayn Malik en deus kuitaet ar strollad d'ar 25 a viz Meurzh 2015.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Up All Night (2011)
- Take Me Home (2012)
- Midnight Memories (2013)
- Four (2014)
- Made in the A.M. (2015)