One Hundred and One Dalmatians
Neuz
One Hundred and One Dalmatians a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek, sevenet gant an tri filmaozer stadunanat Clyde Geronimi (1901-1989), Hamilton S. Luske (1903-1968) ha Wolfgang Reitherman (1909-1985).
Savet e voe diwar ar romant evit ar vugale The Hundred and One Dalmatians skrivet gant ar skrivagnerez saoz Dodie Smith (1896-1990) hag embannet e 1956.
Produet gant Walt Disney e voe skignet gant Buena Vista Film Distribution Company, Inc., evit ar wech kentañ, d'ar 25 a viz Genver 1961[2] e Stadoù-Unanet Amerika. Seitekvet film bevaat ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Sleeping Beauty (e miz Genver 1959) hag a-raok The Sword in the Stone (e miz Kerzu 1963).
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Naontek munutenn ha tri-ugent e bad.
- ↑ (en) One Hundred and One Dalmatians war Internet Movie Database.